Levr Yirmia 50:32
Hag hen̄ a gomzaz ervâd out-han̄, hag a zavaz hé drôn dreist tronou ar rouéed a oa gan̄t-han̄ é Babilon.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Proverbs 18:12Abarz béza brévet, kaloun ann dén a zaô, hag abarz béza énoret, é véz izéléet (T).
Isaiah 14:13Te péhini a lavaré enn da galoun: Mé a biñô enn én̄v, dreist stéred Doué é savinn va zrôn; war vénez ar gévrédigez éc’h azézinn, é kén̄ver avel ann han̄ter-nôz.
Jeremiah 49:27Savid ar bannier war ann douar; sonid ar c’horn-boud é-touez ar brôadou; aozid ar brôadou enn hé éneb-hi; galvid enn hé éneb rouéed Ararat, Menni hag Assénez, strollit Tafsar enn hé éneb-hi: digasid ar c’hézek ker paot hag ar biskouled blévek.
Daniel 5:20Hôgen goudé ma eo bét savet hé galoun, ha ma eo bét startéet hé spéred er balc’hder, eo bét diskaret eûz hé drôn, ha tennet hé c’hloar digan̄t-han̄: