The Bible Software
Levr Yirmia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yirmia 50

1Sédésias en dôa eur bloaz war-n-ugen̄t pa zeûaz da réni; hag unnék vloaz é rénaz é Jéruzalem; hé vamm a oa hanvet Amital, merc’h Jérémias, eûz a Lobna.

2Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, é kémen̄d ha m’en dôa gréat Joakim,

3O véza ma oa frouden ann Aotrou war Jéruzalem ha war Juda, kén n’en dévijé hô distolet a zira-z-han̄: ha Sédésias en em zavaz a-énep roué Babilon.

4Hôgen enn naved bloaz eûz hé rén, enn dékved mîz, enn dékvez deiz eûz ar mîz, chétu pétrâ a c’hoarvézaz: Nabukodonosor, roué Babilon, hén̄ hag hé holl armé, a zeûaz a-énep Jéruzalem; hag hî a c’hrounnaz anézhi, hag a zavaz kestel war hé zrô.

5Hag ar géar a oé grounnet bétég ann unnékved bloaz eûz a rén Sédésias.

6Hôgen er pévaré mîz, enn naved deiz eûz ar mîz, é krôgaz ann naounégez é kéar; ha na oa mui a voéd évit tûd ar vrô.

7Ha pa oé gréat eunn difreûz é kéar, ann holl vrézélidi a déc’haz, hag a iéaz er-méaz eûz a géar a-zoug ann nôz, dré hen̄t ar porz a zô étré diou vur, hag a gâs da c’harz ar roué (râg ar C’haldéed a c’hrounné kéar trô-war-drô); hag hî a iéaz-kuît dré ann hen̄t a gâs d’ann distrô.

8Hôgen armé ar C’haldéed a iéaz war-lerc’h ar roué; hag hî a bakaz Sédésias enn distrô a zô war harz Jériko; hag ar ré holl a oa gan̄t-han̄ a déc’haz diout-han̄.

9Goudé m’hô dôé kéméret ar roué, é kaschon̄t anézhan̄ da roué Babilon, é Réblata a zô é brô Émat, hag hén̄ a varnaz anézhan̄.

10Ha roué Babilon a lékéaz laza mipien Sédésias dira-z-han̄; lakaad a réaz ivé laza holl brin̄sed Juda é Réblata.

11Hag hén̄ a dennaz hé zaoulagad da Zédésias, hag a chadennas anézhan̄: ha roué Babilon hér c’hasaz da Vabilon, hag hel lékéaz enn eur vac’h bété deiz hé varô.

12Hôgen enn naon̄tékved bloaz eûz a rén Nabukodonosor, roué Babilon, er pempved mîz, enn dékved deiz eûz ar mîz, é teûaz Nabuzardan, prin̄s ann armé, péhini a c’hourc’hémenné é Jéruzalem dré urs roué Babilon.

13Hag hén̄ a zévaz tî ann Aotrou, ha tî ar roué, hag holl diez Jéruzalem, hag ann holl diez vrâz.

14Hag holl armé ar C’haldéed a oa gan̄t prin̄s ar vrézélidi, a ziskaraz ann holl vuriou a oa trô-war-drô Jéruzalem.

15Neûzé Nabuzardan, prin̄s ann armé, a zizougaz da Vabilon ar ré baoura eûz ar bobl a oa choumet é kéar, hag ar ré a oa bét tec’het étrézé roué Babilon, hag ann dilerc’h eûz ar bobl.

16Hôgen Nabuzardan, prin̄s ann armé, a lézaz eûz ar ré baoura eûz ar vrô ar winiennérien hag ar c’hounideien.

17Ar C’haldéed a dorraz ivé ar peuliou arem a ioa é tî ann Aotrou, hag ar steudennou, hag ar môr arem, a ioa é tî ann Aotrou; hag hî a gasaz ann holl arém-zé da Vabilon.

18Kâs a réjon̄t ivé ar pôdou, hag ar feriérigou, hag al lirennou, hag ar fiolennou, hag al listri-brév, hag ann holl listri arem a ioa évid ar zervich.

19Prin̄s ann armé a géméraz ivé ar pôdou-dour, hag ann ézan̄souérou, hag ar pilligou, hag ar c’haotériou, hag ar gan̄tolériou, hag al listri brév, hag ann tasou, lôd enn aour ha lôd enn arc’han̄t:

20Hag ann daou beûl, hag ar môr, hag ann daouzék éjenn a oa da zô1 d’ézhan̄, péré en dôa gréat ar roué Salomon évit tî ann Aotrou; na ouzeûr két ar poéz eûz a arem ann holl listri-zé.

21Unan eûz ar peûliou-zé en dôa triouec’h ilinad a uc’helder; eur rizen a zaouzég ilinad a oa war hé drô; ann tevder anézhan̄ a oa eûz a bévar meûtad; hag ann diabarz a oa goullo.

22Pép peûl en dôa eur penn arem. Penn unan anézhô en dôa pemb ilinad a uc’helder; ha rouéjou, hag avalou-granad a c’hôlôé anézhan̄ trô-war-drô, hag hî holl enn arem. Hag ann eil beûl a oa héñvel, hag hé avalou-granad ivé.

23C’houézeg aval-granad ha pévar-ugen̄t a oa a-ispiḻ; kan̄t aval-granad a ioa enn-holl, hag hî strôbet gan̄d eur roued.

24Priñs ann armé a géméraz Saraias, ar bélék-brâz, ha Sofonias, ann eil-vélek, hag ann trî diwaller eûz ar porched;

25Kéméroud a réaz c’hoaz eûz a géar eur spâz, péhini a oa da benn war ar vrézélidi; ha seiz dén eûz ar ré a oa bépréd dirâg ar roué hag a oé kavet é kéar; ha skrivañer-brâz ann armé, péhini a reizé ar soudardez névez; ha tri-ugen̄t dén eûz a bobl ar vrô, hag a oé kavet é-kreiz ar géar.

26Nabuzardan, prin̄s ann armé, a géméraz ar ré-man̄, hag hô c’hasaz étrézé roué Babilon é Réblata.

27Ha roué Babilon a skôaz gan̄t-hô, hag hô lazaz é Réblata e brô Émat: ha Juda a oé dizouget er-méaz eûz hé vrô.

28Chétu aman̄ ar bobl a zizougaz Nabukodonosor. Er seizved bloaz, tri mil tri war-n-ugen̄t Iuzéô:

29Enn triouc’hved bloaz eûz a Nabukodonosor, hen̄ a zizougaz eûz a Jéruzalem eiz kan̄t daou ha trégon̄t dén:

30Enn trédé bloaz war-n-ugen̄t eûz a Nabukodonosor, Nabuzardan, prin̄s ann armé, a zizougaz seiz kan̄t pemp ha daou-ugen̄t Iuzéô; hag ann dûd holl a oé éta eûz a bévar mil c’houec’h kan̄t.

31Hôgen er seizved bloaz ha trégon̄t goudé ma oa bét dizouget Joac’hin, roué Juda, enn daouzékved mîz, er pémpved deiz war-n-ugen̄t eûz ar mîz, Évilmérodac’h, roué Babilon, er bloaz ken̄ta eûz hé rén, a assavaz penn Joac’hin, roué Juda, hag a dennaz anézhan̄ eûz a dî ar vâc’h.

32Hag hen̄ a gomzaz ervâd out-han̄, hag a zavaz hé drôn dreist tronou ar rouéed a oa gan̄t-han̄ é Babilon.

33Hag hen̄ a névézaz ann diḻad en dôa er vâc’h, hag é lékéaz anézhan̄ da zibri hé voed dira-z-han̄ é holl zeisiou hé vuez.

34Roué Babilon a reizaz ar péz a vijé rôet d’ézhan̄ évid hé voéd ha da-vikenn; hag é oé rôet bétég hé varô, é holl zeisiou hé vuez.

← Levr Yirmia 49Read In The App, Free →Levr Yirmia 51 →

Study Levr Yirmia 50

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334353637383940414243444546474849505152