Levr Yirmia 50:7
Ha pa oé gréat eunn difreûz é kéar, ann holl vrézélidi a déc’haz, hag a iéaz er-méaz eûz a géar a-zoug ann nôz, dré hen̄t ar porz a zô étré diou vur, hag a gâs da c’harz ar roué (râg ar C’haldéed a c’hrounné kéar trô-war-drô); hag hî a iéaz-kuît dré ann hen̄t a gâs d’ann distrô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 22:4Hon tadou hô deûz gédet enn-od: gédet hô deûz, hag éc’h eûz hô dieûbet.
Psalms 79:7Râk debret hô deûz Jakob: hag al léac’h ma’z édo ô choum hô deûz gwastet.
Psalms 91:1Néb a choum é skoazel ann Uc’hel-meûrbéd, a arzavô dindan skoazel Doué ann én̄v.
Isaiah 47:6Hag hén̄ a lavaraz: Nébeûd eo é vijez da zervicher d’in évit lakaad da zével breûriézou Jakob, hag évit lakaad da zistrei ouz-in dilerc’hiou Israel. Chétu é rôann ac’hanod da c’houlou d’ar brôadou, évit ma vézi va silvidigez bété pennou ann douar.
Jeremiah 2:3Israel a zô bét gwéstlet d’ann Aotrou; préveûdi hé frouez eo; kémen̄d hini a loun̄k anézhan̄ a ra eunn torfed; droug a gouézô war-n-ézhô, émé ann Aotrou,
Jeremiah 14:8Paottoc’h eo lékéat hô in̄tan̄vézed gan-én̄ égét tréaz ar môr: kaset em eûz war-n-ézhô eunn énébour, en deûz lazet é-kreiz ann deiz ar vamm hag ar vugalé; eur spoun̄t brâz em eûz taolet war hô c’hériou.