Levr Yirmia 6:12
Hag hô ziez a dréménô da ré all, hag hô farkou hag hô gragez ivé: râk me a astennô va dourn war ar ré a choum war ann douar, émé ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 21:16Ha David ô sével hé zaou-lagad, a wélaz éal ann Aotrou péhini a oa enn hé zâ étré ann én̄v hag ann douar, ha gan̄t-han̄ eur c’hlézé noaz enn hé zourn, ha trôet out Jéruzalem. Ha David hag ann hénaoured gwisket gan̄t saéou-reûn, en em daolaz d’ann douar war hô génou.
Isaiah 9:12Ar Siried eûz ar sâv-héol, hag ar Filistined eûz ar c’hûs-héol; hag hî a zigorô hô génou évit loun̄ka Israel. Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn.
Isaiah 9:21Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn. ———— X. PENNAD. Israel a zistrôi étrézég ann Aotrou.