Levr Izaia 9:21
Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn. ———— X. PENNAD. Israel a zistrôi étrézég ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 7:2Hag ann Aotrou a lavaraz da C’hédéon: Eur bobl brâz a zô gan-éz, ha na vézô két lékéat ar Vadianited étré hé zaouarn: gan̄d aoun na zeûjé Israel d’en em veûli ém énep ha da lavarout: Gan̄t va ners va-unan ounn bét dieûbet.
Isaiah 5:25Dré-zé eo savet frouden ann Aotrou a-énep hé bobl, en deûz astennet hé zourn war-n-ézhan̄, hag en deûz skôet gan̄t-han̄; hag ar ménésiou hô deûz krénet, hag hô c’horfov-marô a zô bét taolet ével teil é-kreiz leuriou-kéar. Goudé kémen̄t-sé né két habaskéet hé frouden, râg astennet eo c’hoaz hé zourn.
Isaiah 9:17Râk-se n’eo em laouénai két ann Aotrou war hé dûd-iaouan̄k; ha n’en devézo kéd a druez oud hé emzivaded hag hé in̄tan̄vézed; rak pilpouzed ha tûd fall in̄t holl, ha na lavar hô génou némét traou diskian̄t. Goudé kémen̄t-sé né két c’hoaz habaskéet hé frouden, hôgen bépréd eo astennet hé zourn.
Isaiah 11:13Hérez Éfraim a vézô kaset-da-nétra, hag énébourien Juda a vézô dispennet; Éfraim na hérézô mui out Juda, ha Juda na stourmô mui oud Éfraim.