Levr Yirmia 6:16
Ével-henn é lavar ann Aotrou: Savit war ann hen̄chou, ha gwélit, ha goulennit é-touez ann hen̄chou kôz péhini eo ann hen̄t mâd; ha kerzid enn-han̄; ha c’houi a gavô fréskadurez d’hoc’h énéou. Hag hî hô deûz lavaret: Na gerzimp két.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 2:17En em zaotra a réjon̄t gan̄d douéed a-ziavéaz, hag éc’h azeûlchon̄t anézhô. Dilézel a réjon̄t buhan ann hen̄t dré béhini hô dôa kerzet hô zadou: ha pétrâ-bennâg ma klevchon̄t gourc’hémennou ann Aotrou, é réjon̄t pep trâ a-énep d’ézhô.
Isaiah 8:20Ha ken̄toc’h d’al lézen, ha d’ann desténi. Ma na gomzon̄t két hervez ar gér-zé, na vézô két a c’houlou min̄tin évit-hô.
Isaiah 57:2Hôgen hô fallagriézou eo hô deûz lékéat eur rann étré c’houi hag hô Toué, hag hô péc’héjou eo hô deûz kuzet hé zremm diouz-hoc’h, évit na zélaouô két ouz-hoc’h.
Jeremiah 7:3Hag ar ré holl péré a vézô choumet eûz ar gwall wenn-zé, péré em bézô distolet ha dilézet, a zilennô ken̄toc’h ar marô égéd ar vuez, émé Aotrou ann arméou.