Levr Yirmia 7:13
Hô strolla a rinn kévret, émé ann Aotrou. Na vézô két a rézin oud ar gwini, na vézô két a fiez oud ar gwéz-fiez, ann déliou a gouézô: hag ar péz em bôa rôet d’ézhô a iélô ébiou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 9:29Hag éc’h eûz hô fédet stard da zistrei d’as lézen. Hôgen hî a zô embréget gan̄t rôgoni, ha n’hô deûz két sélaouet da c’hourc’hémennou; péc’het hô deûz a-énep da varnédigézou, é péré é vévô ann dén, pa hô sévénô; ha trôet hô deûz hô c’hein d’id, hag hô deûz kalédet hô fenn, ha n’hô deûz két sélaouet.
Isaiah 50:2Deûz er-méaz eûz ar poultr, sâv: azez, Jéruzalem: torr chadennou da c’houzoug, ô sklavez merc’h Sion.
Jeremiah 6:10Out piou é komzinn-mé, ha piou a bédinn-mé d’am sélaoui? Chétu eo dienwadet hô diskouarn, ha na hellon̄t két klevout; chétu eo deûet disprizuz d’ézhô gér ann Aotrou, ha na fell két d’ézhô hé zigémérout.
Jeremiah 11:7Kuitéet em eûz va zî, dilézet em eûz va digwéz; lézet em eûz ann hini a garenn ével va éné étré daouarn hé énébourien.
Jeremiah 13:10Ével-henn é lavar ann Aotrou d’ar bobl-zé, péhini a gâr fin̄va hé dreid, ha na arzaô két, ha né két hétuz d’ann Aotrou: Bréma é teûiô da goun d’ézhan̄ hô fallagriézou, hag hén̄ a emvélô hô féc’héjou.