Levr Yirmia 7:19
Chétu mouéz merc’h va fobl a c’harm eûz a eur vrô bell; ha n’éma két ann Aotrou é Sion, ha n’éma két hé roué enn-hi? Pérâk éta hô deûs-hi va lékéat da vuanékaat gan̄d hô skeûdennou, hag hô gwandériou a-ziavéaz?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
18Va glac’har a zô dreist pép glac’har, va c’haloun a zô gwén̄vét enn-oun.
20Tréménet eo ar médérez, éat eo ann han̄v ébiou, ha nî n’omp két dieûbet.
Cross References
Ezra 9:7Abaoé deisiou hon tadou; ha nî ivé hon-unan hon eûz gwall béc’het bété vréman̄, hag enn hor fallagriézou omp bét lékéat nî, hag hor rouéed, hag hor béleien, étré daouarn rouéed ar brôadou, ha rôet d’ar c’hlézé, ha d’ar sklavérez, ha d’ar gwastérez, ha d’ar véz, ével ma omp c’hoaz hiriô.
Isaiah 1:20Ma na fell két d’é-hoc’h, ha ma hégit ac’hanoun, ar c’hlézé a zisman̄trô ac’hanoc’h; râg génou ann Aotrou en deûz hé lavaret.
Jeremiah 2:19Da zrougiez az tamallô, ha da hérez a zavô enn da énep. Gwéz ha gwél pénaoz eo fall ha c’houerô d’id béza dilézet ann Aotrou da Zoué, ha béza dizouj diouz-in, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.
Jeremiah 9:19Gwâ mé em reuz! Gloazuz-brâz eo va gouli. Hôgen lavaret em eûz: Va c’hlén̄ved eo, hé zougen a rinn.