Levr Yirmia 8:12
Piou eo ann dén fûr, a boellô kémen̄t-man̄, ha da biou é helleur rei da glévout gér génou ann Aotrou, évit ma he embannô; pérâg eo bét disman̄tret ann douar-zé, ha ma eo bét losket ével eunn distrô, ha na drémen dén dré énô?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 52:7Chétu ann dén ha n’en deûz két lékéat éz oa Doué mâd da skoazel d’ézhan; hôgen péhini en deuz lékéat hé c’héd enn hé vadou brâz; hag en deûs tennet fougé eûz hé wander.
Isaiah 9:13Hag ar bobl né két distrôet étrézég ann hini a skôé gan̄t-han̄, ha n’hô deûz két en̄klasket Aotrou ann arméou.
Jeremiah 3:3Râk-sé eo bét dalc’het dour ann én̄v, hag ar glao divézad né két kouézet; tâl eur c’hrég-fall a zô deûet d’id, ha né két fellet d’id rusia.
Jeremiah 14:15Té a oar, Aotrou, az péz koun ac’hanoun, hag emwél ac’hanoun, ha diwall ac’hanoun diouc’h ar ré a zeû d’am heskina; n’am digémer két enn da habaskded; gwéz pénaoz eo évid-od em eûz gouzan̄vet dismégan̄s.
Ezekiel 22:25Ar brofeded a zô b ét dispac’het enn hé c’hreiz; ével eul léon a iûd, hag a skrap hé breiz, hô deûz loun̄ket ann énéou; madou brâz ha gôbrou hô deûz digéméret; hé in̄tan̄vézet hô deûz paottet enn hé c’hreiz.