Levr Yirmia 8:5
Pép-hini a râ goab eûz hé vreûr, ha na lévéron̄t két ar wirionez: râg desket hô deûz hô zéôd da lavarout géviér; poelladi a réon̄t da ôber fallagriez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Éma da dî é-kreiz ann touellérez; enn hô zouellérez hô deûz dinac’het va anaout, émé ann Aotrou.
Cross References
Isaiah 1:20Ma na fell két d’é-hoc’h, ha ma hégit ac’hanoun, ar c’hlézé a zisman̄trô ac’hanoc’h; râg génou ann Aotrou en deûz hé lavaret.
Jeremiah 3:5Ha droug é vézô enn-od bépréd? Ha da-vikenn é padô? Chétu éc’h eûz lavaret, hag éc’h eûz gréat drouk, kémen̄d ha ma éc’h eûz gellet.
Jeremiah 5:3Da zaoulagad, Aotrou, a zell oud ar wirionez; skôet éc’h eûz gan̄t-hô, ha n’in̄t két bét poaniet; hô brévet éc’h eûz, ha né két fellet d’ézhô digémérout ar c’hélen; lékéat hô deûz hô dremmou kalétoc’h égéd ar méan, ha né két fellet d’ézhô distrei.
Jeremiah 6:17Ha mé em eûz lékéat war-n-hoc’h gédérien, ô lavarout: Sélaouit son ar c’horn-boud. Hag hî hô deûz lavaret: Na zélaouimp két.