Levr Yirmia 9:10
Hôgen ann Aotrou eo ar gwir Zoué; hén̄ eo ann Doué béô, hag ar Roué peûr-baduz; hé vuanégez a laka ann douar da gréna; hag ar brôadou na hellon̄t két gouzan̄vi hé c’hourdrouz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 49:19Daou dra zô hag a gouézô war-n-od: piou en dévézô truez ouz-id? Ar gwastadur, hag ann disman̄tr, ann naounégez, hag ar c’hlézé: piou a zic’hlac’harô ac’hanod?
Jeremiah 2:15Al léoned a zô en em daolet war-n-ézhan̄ enn eur iuda, hag enn eur c’harmi, enn eunn distrô hô deûz lékéat hé zouar; hé geriou a zô bét dévet, ha na choum dén enn-hô.
Jeremiah 4:25Sellet em eûz, ha na oa dén é-béd; hag holl evned ann én̄v a oa éat-kuît.
Jeremiah 8:18Hasten̄t, ha saveñt keinvan war-n-omp; ra zeûiô daérou eûz hon daoulagad, ha ra zirédô dour eûz a groc’hen hon daoulagad,
Jeremiah 12:10Ar bobl drouk-zé, péré na fell két d’ézhô sélaoui va gériou, péré a gerz é diroll hô c’haloun, hag a ia war-lerc’h douéed a-ziavéaz, évid hô servicha hag hô azeûli; hag hî a vézô hén̄vel oud ar gouriz-zé, péhini n’eo-mâd da nétrâ.
Jeremiah 13:16Hag ar boblou da béré hô dévézô diouganet, a vézô taolet é ruou Jéruzalem enn abek d’ann naounégez ha d’ar c’hlézé, ha na vézô dén évid hô bésia, nag hî, nag hô gragez, nag hô mipien, nag hô merc’hed: râk mé a skuḻo war-n-ézhô hô droug hô-unan.