Levr Yirmia 13:16
Hag ar boblou da béré hô dévézô diouganet, a vézô taolet é ruou Jéruzalem enn abek d’ann naounégez ha d’ar c’hlézé, ha na vézô dén évid hô bésia, nag hî, nag hô gragez, nag hô mipien, nag hô merc’hed: râk mé a skuḻo war-n-ézhô hô droug hô-unan.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 7:19Ha Jozué a lavaraz da Akan: Va mâb, rô gloar d’ann Aotrou doué Israel, hag an̄sav, ha diskuḻ d’in ar péz éc’h eûz gréat, hép kuza nétra.
Psalms 29:2Digasit d’ann Aotrou ar c’hloar hag ann énor, digasit d’ann Aotrou gloar hé hanô; azeûlit ann Aotrou enn hé borc’hed san̄tel.
Psalms 96:7Tud ar brôadou, digasit d’ann Aotrou, digasit d’ann Aotrou gloar hag énor.
Ecclesiastes 11:8Mar bév eunn dén kalz a vloavésiou, ha mar béz laouen enn-hô, é tlé kaout koun eûz ann amzer a dévalien-zé, hag eûz al lôd brâz a zeisiou; péré pa vézin̄t deûet, a ziskouézô pénaoz n’eo néméd avel kémen̄d a zô tréménet.
Isaiah 5:30Hag hén̄ en em daolô war Israel enn deiz-zé gan̄t garmou hén̄vel out trouz ar môr; oud ann douar é sellimp, ha na wélimp némét tévalien ha glac’har, ha na vézô goulou é-béd enn eunn dévalien ker brâz. ———— VI. PENNAD. Isaias a wél Doué enn hé c’hloar.
Isaiah 59:9Hô gwenn a vézô anavézet é-mesk ar brôadou, hag hô c’hreskou é-touez ar boblou: ar ré holl péré hô gwélô, hô anavézô évit béza ar wenn a zô bét benniget gan̄d ann Aotrou.