Levr Yirmia 9:2
Ével-henn é lavar ann Aotrou: Na zeskit két hen̄chou ar brôadou; ha n’hô pézet két a aoun râg arouésiou ann én̄v, ével ma hô deûz aoun ar brôadou;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Sélaouit ar gér en deûz lavaret ann Aotrou diwar hô penn, tî Israel.
Cross References
Judges 2:10Hag ann holl rumm tûd-zé ô véza bét unanet gan̄d hô zadou, é savaz ré all, péré na anavézen̄t két ann Aotrou, hag ann traou kaer en dôa gréat é-ken̄ver Israel.
Psalms 55:7Chétu em eûz tec’het pell; hag ounn choumet enn distrô.
Isaiah 59:3Évit prédéria ar ré eûz a Zion péré a wél; ha rei d’ézhô eur gurunen é léac’h ludu, éôl lévénez é léac’h glac’har, eur wisk a veûleûdi é léac’h eur spéred a an̄ken; hag é vézô galvet enn-hi tûd galloudek er reizded, plan̄tennou ann Aotrou, évid hé veûli.
Jeremiah 5:1Id dré holl ruou Jéruzalem, ha gwélit, hag arvestit, ha klaskit enn holl leuriou-kéar, ha c’houi a gavô eunn dén en em rén gan̄t reizded, hag a glask ar wirionez; ha mé a drugarézô anézhi.
Jeremiah 5:7Goudé-zé pénaoz éc’h hellinn-mé béza trugarézuz enn da gén̄ver? Da vugalé ho deûz va dilézet, hag hî a dou dré ar ré ha n’in̄t két douéed; hô gwalc’h em eûz rôet d’ézhô, hag hî a zô kouézet enn avoultriez, hag a zô éat d’en em zirolla é tî eur c’hrég fall.
Jeremiah 12:6Ha goudé ma oé tréménet kalz deisiou, é lavaraz ann Aotrou d’in: Saô ha kéa étrézég ann Eufratez; ha tenn ac’hanô ar gouriz em bôa gourc’hémennet d’id da guza énô.