Levr Job 1:11
Hôgen astenn eunn nébeût da zourn, ha skô war gémen̄t a zô d’ézhan̄, hag é wéli ma na villigô két ac’hanod dira-z-oud.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
But put forth thine hand now, and touch all that he hath, and he will curse thee to thy face.
In Context
Cross References
Job 1:5Ha p’hô dôa gréat ann deisiou banvez-zé pép-hini d’hé zeiz, Job a gasé étrézég enn-hô, hag a zan̄télé anézhô; hag ô sével diouc’h ar min̄tin, é kennigé sakrifisou-losk évit pép hini anézhô. Râg hén̄ a lavaré: Martézé hô deûz péc’het va mipien, ha n’hô deûz két benniget Doué enn hô c’haloun. Ével-sé é réa Job bemdez.
Job 1:21Hag é lavaraz: Noaz ounn deûet eûz a gôv va mamm, ha noaz é tistrôinn dî; ann Aotrou en dôa rôet, ann Aotrou en deûz tennet; ével ma eo plijet gan̄d ann Aotrou, eo bét c’hoarvézet; ra vézô benniget hanô ann Aotrou.
Job 2:5Hôgen astenn da zourn, ha skô war hé eskern ha war hé gîk, ha neûzé é wéli ma na villigô két ac’hanod dira-z-oud.
Job 2:7Ha Satan ô véza éat-kuît eûz a zirâg ann Aotrou, a lékéaz da zével war Job eur gouli ar gwasa, adalek plan̄tou hé dreid beté kern hé benn:
Job 4:5Hôgen bréma é kouéz war-n-oud ar gouli, hag é tigalounékéez; skôet oud gan̄t-han̄, hag oud reûstlet.
Psalms 105:15Na likit két hô tourn war va éôliet; ha na rit két a zrouk d’am proféded.