Levr Job 1:12
Hag ann Aotrou a lavaraz da Zatan: Chétu kémen̄d a zô d’ézhan̄ a zô enn da zourn; hôgen na astenni két da zourn war-n-ézhan̄. Ha Satan a iéaz-kuît eûz a zirâg ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
13Hôgen eunn deiz a oé, pa édô mipien ha merc’hed Job ô tibri hag oc’h éva gwîn é-tî hô breûr héna,
Cross References
Job 2:4Ha Satan a respoun̄taz hag a lavaraz: Kroc’hen évit kroc’hen, ha kémen̄d en deûz ann dén, a rôi évid hé vuez.
Psalms 76:10Ménoz ann dén a veûlô ac’hanod; hag ann én̄vor eûz ar vénoz-zé hô lakai da ôber lîd d’id.
Jeremiah 38:5Pa na fell két d’id don̄t gan-én̄, choum é tî Godolias, mâb Ahikam, mâb Safan, da béhini en deûz roué Babilon rôet ar galloud war gériou Juda; choum éta gan̄t-han̄ é-kreiz ar bobl; pé kéa el léac’h ma kiri. Penn ann armé a rôaz ivé d’ézhan̄ boéd ha rôou, hag hé laoskaz da von̄t.
Luke 12:23Ar vuez a zô gwelloc’h égéd ar boed, hag ar c’horf gwelloc’h égéd ann diḻad.