Levr Job 1:8
Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Ha n’éc’h eûz-té két sellet out Job, va servicher, out péhini n’eûz dén é-béd hén̄vel war ann douar, dén eeun ha reiz, hag a zouj Doué, hag a dec’h diouc’h ann drouk?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
9Ha Satan a respoun̄taz hag a lavaraz: Hag enn-aner eo é touj Doué Job?
Cross References
Joshua 1:7En em gréva éta ha béz kalounek; évit ma viri ha ma heûḻi ann holl lézen en deûz gourc’hémennet d’id Moizez va zervicher: na zistrô diout-hi nag a zéou nag a gleiz, évit ma poelli kemen̄d a réz.
Job 1:1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 613-647) ◄ Levr Ester Levr Job Levr ar Psalmou ► LEVR JOB. ———— I. PENNAD. Doué a aotré d’ann diaoul tempti Job. 1 Béz’ éz oa eunn den é brô Hus, hanvet Job; hag ann dén-zé a oa eeun ha reiz; hag hen̄ a zoujé Doué, hag a dec’hé diouc’h ann drouk.
Job 2:3Hag ann Aotrou a lavaraz da Zatan: Ha n’éc’h eûz-té két sellet out Job va servicher, out péhini n’eûz dén é-béd hén̄vel war ann douar, dén eeun, ha reiz, hag a zouj Doué, hag a dec’h diouc’h ann drouk, hag a zô c’hoaz dinam, pétrâ bennâg ma éc’h eûz va lékéat da zével enn hé énep, ha da c’hlac’hari anézhan̄ enn-aner.
Job 9:22Eunn dra, n’em eûz lavaret kén: Doué a c’hlac’har ann dén reiz ével ann hini direiz.