Levr Job 14:7
Géd é deûz ar wézen: mar béz trouc’het, é glazvez c’hoaz, hag hé skourrou a vann adarré.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
8Ha pa vé kôséet hé grisien enn douar, ha pa vé marô hé c’héf er poultr,
Cross References
Job 19:10Va disman̄tret en deûz a bép tû, hag éz ann-da-gét; ha tennet en deûz digan-én̄ va holl c’héd, évél da eur wezen a zô bét diskolpet.
Isaiah 11:1Hag eur walen a zavô eûz a c’hrisien Jessé, hag eur vleûen a greskô war hé c’hrisien.
Daniel 4:12Hôgen list enn douar hé zaol hag hé grisiou; ra vezô éréet gan̄d eur chaden houarn hag arem, é-touez géot ar mésiou; ra vézô glépiet gan̄t gliz ann én̄v, ha ra beûrô gan̄d al loéned c’houéz géot ann douar.
Daniel 4:23Hôgen ével ma eo bét gourc’hémennet ma vijé miret taol ar wézen hag hé grisiou; ével-sé é choumô d’id da rouan̄télez, goudé m’az pézô anavézet pénaoz péb galloud a zeû eûz ann én̄v.