Levr Job 14
1Ann dén ganet gan̄d ar c’hrég a vév nébeûd a amzer, hag a zô leûn a reûsiou.
2Sével a râ ével eur vleûn̄en, hag a zô flastret dindân ann treid kerken̄t ha ma véz digor (M); tec’hout a râ ével eur skeûd, ha na choum morsé enn eunn hévélep stâd.
3Ha té a eûteur digéri da zaoulagad war-n-ézhan̄, hag he lakaad é barn gan-éz?
4Piou a hell lakaad glan ann hini a zô ganet eûz a eur wenn dic’hlan? Ha né két té hép-kén a hell hé ôber?
5Deisiou ann dén a zô berr; niver hé visiou a zô étré da zaouarn; harzou hé vuez éc’h eûz merket, ha na hell két mon̄d enn tû all.
6Pella eunn nébeût diout-han̄, évit ma éhanô, bété ma kavô, ével eur gôpraer, ann divez eûz hé boaniou.
7Géd é deûz ar wézen: mar béz trouc’het, é glazvez c’hoaz, hag hé skourrou a vann adarré.
8Ha pa vé kôséet hé grisien enn douar, ha pa vé marô hé c’héf er poultr,
9Diouc’h c’houéz ann dour é vannô, hag hî en em c’hôlôi a zeliou, ével pa eo bét plan̄tet ken̄t.
10Hôgen ann dén pa eo marô, pa eo digiget ha bévézet, pé léac’h éma, mé az péd?
11Ével ma teû ann douréier d’en em denna eûz ar môr, ha ma teû eur ster c’houllô da zizéc’ha:
12Ével-sé ann dén pa eo kousket, na assavô két, kén na vézô bézévet ann én̄v, na zihunô két, ha na zavô két eûz hé gousk.
13Piou a aotréô d’in kémen̄t-sé, ma warézi ac’hanoun, ha m’az kuzi enn ifernou, kén na vézô éat da frouden é-biou, ha n’az pézô merket eunn amzer d’in, é péhini éz pézô koun ac’hanoun?
14Ha té a venn pénaoz pa eo marô eunn dén, é helfé c’hoaz beva? Enn holl zeisiou é péré é stourmann bréma, é c’hédann kén na zeûi va c’hemm.
15Va gervel a rî, ha mé a respoun̄tô d’id; da labour da zaouarn éc’h astenni da zourn.
16Nivéret éc’h eûz va c’hamméjou; hôgen distol d’in va féc’héjou.
17Va gwallou éc’h eûz merket ével enn eur zac’h; hôgen va fallagriez éc’h eûz paréet.
18Eur ménez a gouéz, hag a zô kaset-da-gét; hag eur roc’h a zô tennet eûz hé léac’h.
19Ann douréier a doull ar vein, hag ann douar a zô gwastet a-nébeût-é-nébeût gan̄d ann dic’hlann: ével-sé é kollez ann dén.
20Hé grévéet éc’h eûz évid eunn nébeûd amzer, évit ma trémenché da-vikenn: névézi a ri hé zremm, hag é kasi anézhan̄ er-méaz.
21Pé é vézô hé vipien er c’hloar, pé é vézin̄t enn dismégan̄s, n’her gwézô két.
22Koulskoudé hé gik, keit ha ma vévô, a vézô glac’haret, hag hé éné hé-unan a welô war-n-ézhan̄. ———— XV. PENNAD. Élifaz a lavar pénaoz ar ré fallagr a zô gloazet bépréd er béd-man̄.