Levr Job 17:11
Va deisiou a zô éat ébiou, va ménosiou a zô bévézét, goudé ma hô deûz bourréviet va c’haloun.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
My days are past, my purposes are broken off, even the thoughts of my heart.
In Context
10Distrôit éta holl, ha deûit, ha na gavinn dén fûr é-béd enn hô touez.
12Ann nôz hô deûz trôet é deiz, ha goudé ann dévalien é c’hédann c’hoaz ar goulou.
Cross References
Job 7:6Va deisiou a zô tréménet buanoc’h égéd ann neûden a drouc’h ar gwiader el lien; hag hi a zô éat é-biou hép géd é-béd.
Job 17:1Skuîz eo va spéred, berréet eo va deisiou, hag ar béz hép-kén a choum din.
Proverbs 16:9Kaloun ann dén a aoz hé hen̄t; hôgen d’ann Aotrou eo reiza hé gamméjou.
Ecclesiastes 9:10Grâ buan kémen̄d ha ma hellô ôber da zourn; râk na vézô mui na labour, na reiz, na furnez, na gwiziégez er béz, étrézé péhini en em hastez da von̄t.
Isaiah 38:10Chétu ann Aotrou Doué a zeûi enn hé c’halloud, hag hé vréac’h a drec’hô; chétu hé c’hôbr gan̄t-han̄, hag hé labour dira-z-han̄.
Romans 1:13Râk na fell kéd d’in na oufac’h két pénaoz em eûz kenniget meûr a wéach don̄d d’hô kwélout évit kaoud eur frouez-bennâg enn hô touez, ével é-touez ar brôadou all, hôgen miret eo bét ouz-in bété vréma.