The Bible Software
Levr Job · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Job 17

1Skuîz eo va spéred, berréet eo va deisiou, hag ar béz hép-kén a choum din.

2N’em eûz két péc’het, ha va lagad a choum er c’houervder.

3Dieûb ac’hanoun, ô Aotrou, ha laka ac’hanoun enn da gichen; ha stourmet ouz-in dourn néb a garô.

4Pelléet éc’h eûz ar skian̄t eûz hô c’haloun, rak-sé na vézin̄t két uc’héléet.

5Gwéstla a ra ar preiz d’he genvreûdeûr, ha daoulagad hé vipien a fatô.

6Va lékéat en deûz ével sorc’hen ar bobl, ha skouér ounn deûet dira-z-hô.

7Ann droug a laka va lagad da dévalaat, ha va izili a zô deûet da nétrâ.

8Ann dûd reiz a vézô strafiḻet gan̄t kémen̄t-sé, hag ann dén dinam a zavô a-énep ar pilpouz.

9Ann dén reiz a zalc’hô hé hen̄t, hag ann hini a zô glân hé zaouarn a vézô krévoc’h a zé.

10Distrôit éta holl, ha deûit, ha na gavinn dén fûr é-béd enn hô touez.

11Va deisiou a zô éat ébiou, va ménosiou a zô bévézét, goudé ma hô deûz bourréviet va c’haloun.

12Ann nôz hô deûz trôet é deiz, ha goudé ann dévalien é c’hédann c’hoaz ar goulou.

13Mar gortozann c’hoaz, ar béz a vézô va zî, hag aozet em eûz va gwélé enn dévalien.

14D’ar vreinadurez em eûs lavaret: Té eo va zâd; ha d’ar prén̄ved: C’houi eo va mamm, ha va c’hoar.

15Râk péléac’h éma bréma va géd, ha piou a lakai évez out va hir-c’hortozidigez?

16Kémen̄d em eûz a ziskennô é gwéled ar béz; ha té a gred da-vihana em bézô énô ann éhan? ———— XVIII. PENNAD. Baldad a damall Job eûz a zic’héd hag eûz a zihabaskded.

← Levr Job 16Read In The App, Free →Levr Job 18 →

Study Levr Job 17

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142