Levr Job 20:5
Pénaoz gloar ar ré fallagr a zô berr, ha lévénez ar pilpouz na bâd neméd eur pennadik.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
That the triumphing of the wicked is short, and the joy of the hypocrite but for a moment?
In Context
4Ann dra-man̄ a ouzonn, hag a zô anat abaoé ma eo bét lékéat ann dén war ann douar,
6Ha pa zavché hé valc’hder bétég ann én̄v, ha pa dizfé hé benn bétég ar c’hoabr:
Cross References
Judges 16:21Pa hô dôé ar Filistined hé géméret, é tennchon̄t hé zaoulagad eûz hé benn, ha goudé béza hé éréet gan̄t chadennou, é kaschon̄t anézhan̄ da C’haza; hag ô véza hé zerret er vâc’h, hel lékéjon̄t da drei ar vréô.
2 Samuel 18:15Dék floc’h iaouan̄k Joab a zirédaz, a skôaz gan̄t-han̄, hag hé lazaz.
Esther 7:10Aman a oé éta staget oud ar groug en dôa aozet évit Mardoché, ha droug ar roué a habaskaaz. ———— VIII. PENNAD. Ar roué a dorr ar c’hourc’hémennou a oa bét rôet a-éneb ar Iuzévien.
Job 8:12Pa éma c’hoaz enn hé vleûn̄, hép ma lékéeur ann dourn war-n-ézhan̄, é tizec’h ken̄toc’h égéd ar géot all.
Job 15:29Na binvidikai két, hag hé vadou na badô két, ha na astennô két hé c’hrisien enn douar.
Job 21:28Râk c’houi a lavar: Péléac’h éma tî ar prin̄s-zé? Péléac’h éma teltou ar ré fallagr?