Levr Job 20
1Neûze Sofar, ann Naamatiad, a respoun̄taz hag a lavaraz:
2Râk-se eo é teû va ménosiou ann eil war lerc’h égilé, ha va spéred a zô kaset tû-man̄ ha tû-hon̄t.
3Sélaoui a rinn ar gélen a réz d’in gan̄d da damallou, hag ar spéred a boell a zô enn-oun a respoun̄tô évid-oun.
4Ann dra-man̄ a ouzonn, hag a zô anat abaoé ma eo bét lékéat ann dén war ann douar,
5Pénaoz gloar ar ré fallagr a zô berr, ha lévénez ar pilpouz na bâd neméd eur pennadik.
6Ha pa zavché hé valc’hder bétég ann én̄v, ha pa dizfé hé benn bétég ar c’hoabr:
7Enn divez é vézô kollet ével teil; hag ar ré hô dôa hé wélet, a lavarô: Péléac’h éma?
8Ével eunn huvré skân̄, na vézô mui kavet; tréménoud a rai ével eur wélédigez nôz.
9Al lagad en dôa gwélet anézhan̄, n’her gwélô mui, hag al léach ma’z édô ébarz né anavézô mui anézhan̄.(T).
10Hé vipien a vézô gwasket gan̄d ann diénez, hag hé zaouarn a zistolô d’ézhan̄ ann droug en deûz gréat.
11Hé eskern a vézô leûn eûz a zireisiou hé iaouan̄ktiz, hag a c’hourvézô gan̄t-han̄ er poultr.
12Râk ô véza ma eo c’houék ann drouk d’hé c’hénou, é kûz anézhan̄ dindân hé déôd.
13Hé espernout a ra, ha n’hen diléz két, hag é kûz anézhan̄ enn hé staon̄.
14Hé vara a vézô trôet enn hé gôv, hag a zeûi enn hé vouzellou é doaré béstl eunn aspik.
15Ar madou en dôa loun̄ket a zisloun̄kô; ha Doué hô zennô er-méaz eûz hé gôv.
16Penn ann aspiged a zunô, ha téôd ann aer-viber a lazô anezhan̄.
17Na welô mui gouériou ar ster, nag ar froudou mél hag amann.
18Kémen̄d en deûz gréat a baéô, ha koulskoudé na vézô két bévézet: hag hervez hé holl wallou é c’houzan̄vô.
19Râk lékeat en deûz ar béorien enn noaz-béô ha flastret en deûz anezhô dindân hé dreid (T); skrapet en deûz hô ziez, péré n’en dôa két savet.
20Hôgen hé gôv n’en deûz két bét hé walc’h, ha pa en deûz bét ann traou a c’hoan̄téé, n’en deûz két gellet béza perc’hen d’ézhô.
21N’eûz choumet nétrâ eûz he voéd; râk-sé na choumô nétrâ eûz hé vadou.
22Pa en dévézô hé walc’h, é vezô gwasket, é vezô losket, hag ann holl boaniou a gouézô war-n-ézhan̄.
23Pa en dévézo karget hé gôv, Doue a daolô war-n-ézhan̄ buanégez hé frouden, hag a lakai hé vrézel da c’hlaôia war-n-ézhan̄.
24Diouc’h bégou houarn é tec’hô, hag en em daolô war eur wareg arem.
25Ar c’hlézé tennet eûz hé c’houin, a lugernô enn hé véstl; teûsiou spoun̄tuz a iélô hag a zeûi war-n-ézhan̄.
26Ann dévalien a zô el léac’h kuzéta eûz hé éné: devet é vézô gan̄d eunn tân ha na vézô két c’houézet, dilézet é vézô enn he delt, hag hén̄ glac’haret.
27Ann én̄vou a zanévellô hé fallagriez, hag ann douar a zavô enn hé énep.
28Madou ha gwenn hé dî a vézô d’ann holl; tennet é vézin̄t digan̄t-han é deiz frouden Doué. (M).
29Hen-nez eo al lôd a rô Doué d’ann dén fallagr, hag ann digouéz a zigas d’ézhan̄ ann Aotrou évid hé gomziou. ———— XXI. PENNAD. Job a lavar pénaoz Doué a gastiz ar ré fallagr goudé hô marô.