Levr Job 22:21
En em laka éta dindân béli Doué, ha choum é péoc’h; ha dré-ze ez pézô madou brâz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Acquaint now thyself with him, and be at peace: thereby good shall come unto thee.
In Context
20Ha né két bét diskaret ar péz hô dôa savet; ha né két bét loun̄ket hô dilerc’h gan̄d ann tân?
22Kémer al lézen eûz hé c’hénou, ha laka hé c’heriou enn da galoun.
Cross References
1 Chronicles 28:9Ha té, Salomon va mâb, anavez Doué da dâd, ha servich anézhan̄ gan̄d eur galoun vâd, hag eunn ioul stard: râg ann Aotrou a furch enn holl galounou, hag a anavez holl vénosiou ar spéred. Ma her c’hlaskez, her c’havi; hôgen ma hen dilézez, é tistolô ac’hanod da-vikenn.
Isaiah 27:5Hag ann niver eûz ar ré a skiñô ac’hanod, a vézô ével poultr munud; hag al lôd brâz eûz ar ré a aotrouniô ac’hanod, a vézô ével ar plouz a ia ébiou; ha kémen̄t-sé a c’hoarvézô war-eunn-taol.
Philippians 4:7Ha péoc’h Doué, péhini a zô dreist pép ménoz, ra virô hô kalounou hag hô spéréjou é Jézuz-Krist.