Lizher d'ar Filipidi 4:7
Ha péoc’h Doué, péhini a zô dreist pép ménoz, ra virô hô kalounou hag hô spéréjou é Jézuz-Krist.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Lizher d'ar Filipidi 4
Cross References
Nehemiah 8:10Hag hén̄ a lavaras d’ézhô: It, ha dibrit kîk lard, hag évit gwîn c’houek, ha rôit lôd d’ar ré péré n’hô deûz aozet nétrâ évit-hô; râg ann deiz-man̄ a zô eunn deiz san̄tel d’ann Aotrou; ha n’en em dristait két, râk lévénez ann Aotrou eo hon ners.
Job 34:29Râk ma rô ar péoc’h, piou a damallô anézhan̄? Mar kûz hé zremm, piou a zellô out-han̄, ha war ann holl vrôadou, ha war ann holl dud?
Psalms 85:8Mé a zélaouô ar péz a lavarô ann Aotrou Doué enn-oun; râg hén̄ a gomzô a béoc’h évid hé bobl, hag évid hé zen̄t, hag évid ar ré a zistrô a greiz kaloun.
Proverbs 4:6Na zilez két ar furnez, hag hî az tiwallô; kâr-hi, hag hî az mirô.
Isaiah 26:3Mé eo ann Aotrou a vîr anézhi; hé doura a rinn bépréd; gan̄d aoun na vé gwallet, é virann anézhi nôz-deiz.
Isaiah 45:7Hag éc’h eûz lavaret: Da itroun é vézinn da-vikenn. N’éc’h eûz két mennet war gémen̄t-sé, ha né két deûet da zivez da goun d’id.