Levr Job 22
1Hôgen Élifaz, ann Témaniad, a respoun̄taz, hag a lavaraz:
2Ann dén hag hén̄ a hell béza hévélébékéet ouc’h Doué, ha pa en défé eur wiziégez dreist-holl?
3Pétrâ a dâl da Zoué é vijez eunn dén reiz? Pé pétrâ a rôi-dé d’ézhan̄, mar d-eo dinam da vuez?
4Hag aoun en dévézô-hén̄ pa damallô ac’hanod, ha pa zeûiô d’az parnout?
5Ha n’her grai két hervez da zrouk brâz, hag al lôd eûz da fallagriézou?
6Râk kéméret éc’h eûz gwéstl da vreûdeûr héb abek, ha tennet éc’h eûz hô diḻad d’ar ré a oa enn-noaz.
7N’éc’h eûz két rôet a zour d’ann hini a oa skuîz, ha dinac’het éc’h eûz bara d’ann hini en dôa naoun. S. Gan̄t ners da vréac’h é oa deûet ann douar d’id, ha dré ma oaz ar galloudéka, é oa choumet gan-éz.
9Ann in̄tan̄vézed éc’h eûz kaset-kuît hô daouarn goullô, ha divrec’h ann emzivaded éc’h eûz torret.
10Râk-sé éz eûz spiou trô-war-drô, hag oud strafiḻet gan̄d eur spoun̄t téar.
11Ha té a grédé na gouézchez két enn dévalien, ha na vijez két gwasket gan̄d eunn dic’hlann diboell a zour?
12Ha na grédez-té két pénaoz eo Doué uc’héloc’h égéd ann én̄v, ha kalz dreist penn ar stéred?
13Hag é lévérez: Pétrâ a anavez Doué? Hén̄ a varn ével a-dreûz eul lusen.
14Enn eur goabren eo kuzet, ha na zell két ouz-omp; hag hén̄ a valé eûz ann eil penn d’égilé eûz ann én̄v.
15Ha té a fell d’id heûlia hen̄t ann amzeriou kôz, é péhini hô deûz kerzet ann dûd fallagr-zé?
16Péré a zô bét dizouget abarz hô amzer, hag a zô bét diskaret gan̄d ann dic’hlann bétég ann diazez;
17Péré a lavaré da Zoué: Pella diouz-omp; ha péré a venné pénaoz na hellé ôber nétrâ ann Holl-c’halloudek;
18Pétrâ bennâg m’en dôa-hén̄ karget hô ziez a vadou; hôgen bézet pell diouz-in ménosiou ar ré-zé.
19Ann dûd reiz a wélô kémen̄t-sé, hag en em laouénai; hag ann dén dinam a rai goab anézhô.
20Ha né két bét diskaret ar péz hô dôa savet; ha né két bét loun̄ket hô dilerc’h gan̄d ann tân?
21En em laka éta dindân béli Doué, ha choum é péoc’h; ha dré-ze ez pézô madou brâz.
22Kémer al lézen eûz hé c’hénou, ha laka hé c’heriou enn da galoun.
23Mar distrôez oud ann Holl-c’halloudek, é savi adarre, hag é pellai ar fallagriez eûz da delt.
24É léac’h ann douar é rôi d’id ar roc’h, hag é léac’h ar roc’h froudou aour.
25Hag ann Holl-c’halloudek a savô a-énep da énébourien, hag ez pézô berniou arc’han̄t.
26Neûzé é kavi da zudi enn Holl-c’halloudek, hag é savi da benn war-zû Doué.
27Té a bédô anézhan̄, hag hén̄ a zélaouô ouz-id, hag é tistoli da wéstlou d’ézhan̄.
28Eunn dra a c’hoân̄tai, hag é teûiô d’id, hag ar goulou a luc’hô war da hen̄chou.
29Râg ann hini a vézô bét vuéléet, a vézô er c’hloar; hag ann hini a zellô a-îz, a vézô salvet.
30Ann dén dinam a vézô salvet, hôgen salvet é vézô, ô véza ma vézô bét glân hé zaouarn. ———— XXIII. PENNAD. Job a c’halv gan̄t vuelded barn Doué.