Levr Job 22:3
Pétrâ a dâl da Zoué é vijez eunn dén reiz? Pé pétrâ a rôi-dé d’ézhan̄, mar d-eo dinam da vuez?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Ann dén hag hén̄ a hell béza hévélébékéet ouc’h Doué, ha pa en défé eur wiziégez dreist-holl?
4Hag aoun en dévézô-hén̄ pa damallô ac’hanod, ha pa zeûiô d’az parnout?
Cross References
1 Chronicles 29:17Mé a oar, ô va Doué, pénaoz é furchez ar galounou ha pénaoz é karez ann éeunder; râk-sé em eûz kenniget kémen̄t-sé d’id é éeunder va c’haloun ha gan̄t lévénez; ha gwélet em eûz gan̄d eul lévénez vrâz ar bobl a zo bét kavet aman̄, ô kenniga d’id hé rôou a galoun.
Job 23:10Hôgen hen̄ a anavez va hen̄t, hag a arnod ac’hanoun ével ann aour a véz tréménet dré ann tân.
Psalms 39:1Lavaret em eûz: Va hen̄chou a virinn; évit na béc’hinn két gan̄t va zéôd. Eur gward em eûz lékeat out va génou, en̄dra ma oa savet ar péc’her em énep.
Proverbs 9:12Mar d-oud fûr, é vézi fûr évid-od da-unan; hôgen mar d-oud eur goapaer, dougen a rî ar boan da unan.
Proverbs 11:20Eur galoun trôidelluz a zô argarzuz d’ann Aotrou; hôgen lakaat a ra hé zudi er ré a valé enn éeunder.