Levr Job 23:13
Râk n’eûz némét-han̄ a gémen̄t a zô hén̄, ha dén na hell distrei hé vénoz: ha kémen̄t ha ma kâr a râ.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
But he is in one mind, and who can turn him? and what his soul desireth, even that he doeth.
In Context
12N’ounn két pelléet diouc’h gourc’hémennou hé vuzellou, ha geriou hé c’hénou em eûz kuzet em askré.
14Pa en dévézô sévénet hé ioul war-n-oun, é choumô c’hoaz d’ézhan̄ meûr a c’halloud hén̄vel.
Cross References
Numbers 23:19Doué né két ével ann dén a hell lavarout gevier, nag ével mâb ann dén a hell béza édrô. Pa en deûz éta lavaret eunn dra, ha n’her grai két? Pa en deûz komzet, ha na zévénô két hé c’hér?
Job 10:13Pétrâ-bennâg ma kuzez kémen̄t-sé enn da galoun, mé a oar koulskoudé pénaoz éc’h eûz koun eûz a bép trâ.
Job 12:14Mar diskar, dén na hellô sévél; mar serr klôz eunn dén, na vézô hini évid digeri d’ézhan̄.
Psalms 115:3Gloasiou ar marô hô deûz va grounnet; ha gwallou ann ifern hô deûz va c’havet. Ann en̄krez hag ar boan em eûz kavet.
Proverbs 19:21Kalz ménosiou a zô é kaloun ann dén; hôgen ioul ann Aotrou a badô bépréd.
Ecclesiastes 3:14Desket em eûz pénaoz ann holl ôberiou en deûz gréat Doué, a badô da-vikenn; ha na hellomp na lakaad ouc’h-penn, na lakaat nébeûtoc’h d’ar péz en deûz gréat Doué, évit ma vézô doujet.