Levr Job 27:12
Chétu c’houi holl her goar; ha pérâg éta é livirit-hu traou gwân?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Behold, all ye yourselves have seen it; why then are ye thus altogether vain?
In Context
11Mé hô teskô dré zourn Doué; na guzinn két d’é-hoc’h ar péz a zô enn Holl-c’halloudek.
Cross References
Job 6:25Pérâk hoc’h eûs-hu drouk-komzet diwar-benn lavariou a wirionez, pa n’eûz hini ac’hanoc’h a gémen̄t a helfé va zamallout?
Job 16:3Ha n’hô dévézô két a zivez ar gériou avélek-zé? Ha réd eo d’id komza kenn dichek?
Job 19:2Bété pégeit é c’hlac’harot-hu va éné, hag é man̄trot-hu ac’hanoun gan̄d hô lavariou?
Job 21:28Râk c’houi a lavar: Péléac’h éma tî ar prin̄s-zé? Péléac’h éma teltou ar ré fallagr?
Ecclesiastes 8:14Béz’ éz eûz c’hoaz eunn avel all hag a c’hoarvez war ann douar; béz’ éz eûz tûd reiz, war béré é kouéz ar reûsiou, ével pa hô défé gréat ôbériou ar ré fallagr; ha béz’ éz eûz tûd fallagr, péré a vév er fisian̄s, ével pa hô défé gréat ôbériou ann dûd reiz; hôgen kémen̄t-sé a zô avel, war va ménô.