Eklesiastes 8:14
Béz’ éz eûz c’hoaz eunn avel all hag a c’hoarvez war ann douar; béz’ éz eûz tûd reiz, war béré é kouéz ar reûsiou, ével pa hô défé gréat ôbériou ar ré fallagr; ha béz’ éz eûz tûd fallagr, péré a vév er fisian̄s, ével pa hô défé gréat ôbériou ann dûd reiz; hôgen kémen̄t-sé a zô avel, war va ménô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 1:22É kémen̄t-sé na béc’haz két Job gan̄d hé vuzellou, ha na lavaraz nétrâ a zireiz a-énep Doué. ———— II. PENNAD. Eur gouli brâz a zâv war gorf Job. Hé c’hrég a heskin anézhan̄.
Job 21:7Pérâg éta é vév ar ré fallagr; pérâg in̄t-hi kenn uc’hel, ha kel leûn a vadou?
Job 24:21Maget en deûz ann hini a oa bréc’han̄ ha na c’hân két; ha n’en deûz két gréat a vâd d’ann in̄tan̄vez.
Psalms 73:3O véza ma em eûz bét érez oud ar ré fallagr, pa em eûz gwélet péoc’h ar béc’herien.
Ecclesiastes 2:14Daoulagad ann dén fûr a zô enn hé benn; ann dén foll a valé enn dévalien; ha desket em eûz pénaoz é varv ann eil hag égilé.
Ecclesiastes 4:8Hé-unan eo eunn dén, ha n’en deûz eil é-béd, na mâb, na breûr; ha koulskoudé na éhan két da laboura, hag hé zaoulagad né d-in̄t két évit kaout hô gwalc’h a vadou; ha na lavar két enn-han̄ hé-unan: Évit piou é labourann-mé, hag é tiouérann va éné a vadou? É kémen̄t-sé éz eûz ivé avel, hag eur gwall c’hlac’har.