Levr Job 30:23
Mé a oar pénaoz éc’h eûz va rôet d’ar marô, é péléac’h eo merket ann tî eûz ar re holl a vév.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
For I know that thou wilt bring me to death, and to the house appointed for all living.
In Context
22Va uc’héléet éc’h eûz, ha goudé béza va zavet dreist ann avel, éc’h eûz va brévet.
24Koulskoudé na astennez két da zourn évid hô c’holl; ha mar kouézon̄t, té a denn anézhô a boan.
Cross References
2 Samuel 14:14Holl é varvomp, hag, ével ann doureier, é tivéromp enn douar hép distrei: ha na fell két da Zoué é vé kollet eunn éné; hôgen gourzéza a râ, gan̄d aoun na vé kollet a-grenn ann hini a zô bét kaset-kuît.
Job 9:22Eunn dra, n’em eûz lavaret kén: Doué a c’hlac’har ann dén reiz ével ann hini direiz.
Job 14:5Deisiou ann dén a zô berr; niver hé visiou a zô étré da zaouarn; harzou hé vuez éc’h eûz merket, ha na hell két mon̄d enn tû all.
Ecclesiastes 8:8N’éma két é galloud ann dén derc’hel ar spéred; n’en deûz galloud é-béd war zeiz ar marô; na hell két kaout a arsaô er brézel a c’hourdrouz anézhan̄; hag ar fallagriez na dennô két ar fallagr a boan.
Ecclesiastes 12:5Eûz al lec’hiou uc’hel hô dévézô aoun, hag é spoun̄tin̄t enn hen̄t; ar wézen-alaman̄dez a vleûn̄vô, ar c’hiḻek-raden a lardô, ar c’haprou a iélô-da gét; ô véza m’az ai ann dén da dî hé beûr-badélez, ha ma vézô baléet enn eur lén̄va dré ar ruou.