Levr Job 30:22
Va uc’héléet éc’h eûz, ha goudé béza va zavet dreist ann avel, éc’h eûz va brévet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Thou liftest me up to the wind; thou causest me to ride upon it, and dissolvest my substance.
In Context
21Trôet oud, hag oud deûet da véza kriz em c’hén̄ver; ha gan̄t kaléder da zourn éc’h énébez ouz-in.
23Mé a oar pénaoz éc’h eûz va rôet d’ar marô, é péléac’h eo merket ann tî eûz ar re holl a vév.
Cross References
Job 21:18Hî... ô pa c’houéz ann avel, hag ével al ludu a zô skiñet gan̄d eur gourven̄ten. Ma vent evel ar plouz euz c'houez an avel, hag evel ar pell zavet dre an tempest?
Psalms 1:4Né két ével-sé é-kén̄ver ar ré fallagr; hôgen hi a zo ével ar poultr a zô skubet gan̄t ann avel diwar c’horré ann douar.
Psalms 104:3Té eo a c’hôlô gan̄d douréier ar penn uc’héla anézhan̄. Té eo a bîñ war ar c’hoabr hag a valé war askellou ann avel.
Jeremiah 4:11Enn amzer-zé é vézô lavaret d’ar bobl-man̄ ha da Jéruzalem: Eunn avel leskidik a c’houéz é hen̄chou distrô merc’h va fobl, nann évit niza nag évit skarza.
Hosea 4:19Ann avel hé éréô war hé ziou-askel, hag hî a vézô mézékéet enn abek d’hô sakrifisou. ———— V. PENNAD Gourdrouzou Doué a-éneb ar véleien, ar brin̄sed, hag ar bobl a Israel. l. Sélaouit ann dra-man̄, béleien; likit évez, tî Israel; ha rôit skouarn, tî ar roué: râg éma ar varn war-n-hoc’h, ô véza ma oc’h deûet da lindâg er wéré, ha da roued lédet war ann Tabor. 2 Ann hostivou hoc’h eûz distrôet enn dounder: ha mé em eûz hô tamallet eûz a gémen̄t-sé holl. 3 Mé a anavez Éfraim, hag Israel né két kuzet ouz-in: pénaoz bréma en em rô Éfraim d’ar c’hadélez, hag eo en em zaotret Israel. 4 Na rôin̄t két hô ménosiou da zistrei oud hô Doué, ô véza ma éma ar spéred a c’hadélez enn hô c’hreiz, ha na anavézon̄t két ann Aotrou. 5 Ha balc’hder Israel en em ziskouez war hé zremm; hag Israel hag Éfraim a gouézô enn hô fallagriez, ha Juda ivé a gouézô gan̄t-hô. 6 Gan̄d hô dén̄ved, ha gan̄d hô éjenned éz ain̄t da glaskout ann Aotrou, ha n’her c’havin̄t két: en em dennet eo diout-hô. 7 Lézen ann Aotrou hô deûz torret, ô véza ma hô deûz ganet mipien a-ziavéaz: abenn eur miz ac’hann é vézin̄t dispennet gan̄t kémen̄t a zô d’ézhô. 8 Sounit gan̄d ar c’horn é Gabsa, ha gan̄d ar c’horn-boud é Rama: iouc’hit é Bétaven, ha war da lerc’h, Benjamin. 9 Éfraim a vézô glac’haret é deiz hé gastiz: é breûriézou Israel em eûz diskouézet va gwirionez. 10 Prin̄sed Juda a zô deûet ével ar ré a loc’h ann harzou: skuḻa a rinn war-n-ézhô va buanégez ével dour. 11 Tamallou é-gaou a c’houzan̄vô Éfraim; gan̄d ar varn é vézô man̄tret; ô véza ma en deûz déraouet heûlia al lousdoni. 12 Râk-sé ounn ével eunn tartouz évid Éfraim, hag ével breinadurez évit tî Juda. 13 Hag Éfraim a wélaz hé zinerzded, ha Juda hé chaden: hag Éfraim a iéaz étrézég Assur, hag a gasaz da gavout eur roué évid hé warézi: hôgen hén̄ na hellô két hô iac’haat, na terri hô chaden. 14 Râk mé a vézô ével eul léonez évid Éfraim, hag ével eul léonik évit tî Juda: mé, mé a grogô enn-han̄, hag a iélô kuît: hé gâs a rinn gan-én̄, ha dén n’hé skrapô diouz-in. 15 Mé a iélô hag a zistrôi d’am léac’h: kén na zeûot da fallaat, ha da glaskout va dremm. ———— VI. PENNAD Bugalé Israel enn hô glac’har a hastô distrei oud ann Aotrou.