Levr Job 37:1
Râk-sé é krén va c’haloun, hag é tilamm eûz hé léac’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
At this also my heart trembleth, and is moved out of his place.
In Context
2Sélaouit gan̄d évez hé vouéz spoun̄tuz, hag ar son a zeû er-méaz eûz hé c’hénou.
Cross References
Job 21:6Ha mé va-unan pa zeû koun d’in, ounn spoun̄tet, ha va c’horf holl a grén.
Psalms 89:7Doué péhini a zô énoret é kuzul ar zen̄t, a zô brasoc’h hag eûzusoc’h égéd ar ré holl a zô war he drô.
Jeremiah 5:22Ha na zoujot-hu két ac’hanoun, émé ann Aotrou; ha na grénot-hu két dira-z-oun? Mé péhini em euz lékéat ann tréaz da harzou d’ar mor, lézen peûr-baduz, dreist péhini n’az ai két; hé goummou en em géfluskô, ha na hellin̄t két mon̄t pelloc’h; stambouc’ha a rain̄t, ha n’az ain̄t két ébiou.
Habakkuk 3:16Klevet em eûz, ha va c’hôv a zô bét kéflusket: gan̄d ann trouz hô deûz krénet va muzellou, ra zeûi ar vreinadurez em eskern: ra leûniô ac’hanoun; évit ma vézinn enn éhan é deiz ann en̄krez, ha ma en em unaninn gan̄d hor pobl évit piña gan̄t-han̄.