The Bible Software
Levr Job · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Job 37

1Râk-sé é krén va c’haloun, hag é tilamm eûz hé léac’h.

2Sélaouit gan̄d évez hé vouéz spoun̄tuz, hag ar son a zeû er-méaz eûz hé c’hénou.

3Lakaad a ra évez out kémen̄d a zô dindân ann én̄vou, hag hé c’houlou a gâs bétég harzou ann douar.

4Eunn trouz brâz a zavô war hé lerc’h, hag hén̄ a rai kurun gan̄t mouéz hé vrazder, ha pa vézô klevet hé vouéz, na vézô ket gellet hé foella.

5Doué a vézô souézuz é mouéz hé gurun, hén̄ péhini a ra traou brâz, ha dreist hor skian̄t:

6Hén̄ péhini a c’hourc’hémenn d’ann erc’h da ziskenni war ann douar, kerkoulz ha da c’hlavéier ar goan̄, ha da zic’hlann ann douréier;

7Péhini a laka eunn arouéz é dourn ann holl dûd, évit ma anavézô pép-hini hé ôberiou.

8Al loen a iélô enn hé doull, hag a choumô enn hé géô.

9Eûz ar c’hrésteiz é teûi ann arné, hag eûz ann han̄ter-nôz ar iénien.

10Gan̄t c’houéz Doué é teû da galédi ar skourn, ha goude-zé é teû ann douréier d’en em léda.

11Ann éd a c’houlenn ar c’hoabr, hag ar c’hoabr a skiñ ar goulou.

12Hag hî a lûc’h a bép tû, é pé léac’h-bennâg ma hô c’hâs ioul ann hini hô rén, hag hervez ar gourc’hémenn a rô dézhô, war c’horré ann douar,

13Pé enn eur vreûriez, pé enn hé zouar, pé enn eul léac’h-bennâg all en dévézô hô c’haset enn he drugarez.

14Laka évez out kémen̄t-man̄, Job; arzaô, ha sell out burzudou Doué.

15Ha té a oar peûr en deûz Doué gourc’hémennet d’ar glavéier diskouéza hô goulou d’hô c’hoabr?

16Na anavézez-té két hen̄chou brâz hé goabr, hag hé wiziégez klôk?

17Ha né két tomm da ziḻad, pa c’houéz avel ar c’hrésteiz war ann douar?

18Gréat éc’h eûz martézé gan̄t-han̄ ann én̄vou, péré a zô ker stard hag arem.

19Diskouéz d’é-omp pétrâ a livirimp d’ézhan̄; râk nî a zô gôlôet a dévalien.

20Piou a zisklériô d’ézhan̄ ar péz a lavarann? Mar komz dén, é vézô disman̄tret.

21Hôgen bréma na wélon̄t két ar goulou: tévaad a ra râk-tâl ann éar é koabr, hag eunn avel a dréménô hag a skiñô anézhô.

22Eûz ann han̄ter-nôz é teû ann aour, hag ar veûleûdi a rôeur da Zoué a laka da gréna.

23Râk na hellomp két hé boella ével ma eo dléet: brâz eo gan̄d hé varn ha gan̄d hé wirionez; ha na helleur két komza diwar hé benn.

24Râk-se é vézô doujet gan̄d ann dûd, ha den é-béd, péger fur-bennâg é kav d’ézhan̄ béza, na grédô selloud out-han̄. ———— XXXVIII. PENNAD. Doué a gomz out Job hag a zesk anézhan̄.

← Levr Job 36Read In The App, Free →Levr Job 38 →

Study Levr Job 37

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142