Levr Job 38
1Neûzé ann Aotrou a gomzaz out Job eûz a eur gorven̄ten, hag a lavaraz:
2Piou eo hen-nez péhini a vesk aliou mâd gan̄d lavariou diévez?
3Laka da c’houriz war da zargreiz ével eunn dén: mé a rai goulennou d’id, ha té a respoun̄tô d’in.
4Péléac’h édoz pa daolenn diazez ann douar? Lavar-hén̄ d’in, ma her gwézez.
5Piou en deûz kéméret hé ven̄t, ma hen anavézez? Pé piou en deûz astennet eul linen war-n-ézhan̄?
6War bétrâ eo stardet hé zéliou? Pé piou en deûz lékéat hé véan korn?
7Pa veûle kévret ac’hanoun stéred ar min̄tin̄, ha pa en em louénéé holl vugalé Doué?
8Piou en deûz lékéat harz oud ar môr, pa zeûé er-méaz ével eûz a gôv hé vamm?
9Pa lékéenn war-n-ézhan̄ eur goabren da wisk, hag é lékéenn enn-drô d’ézhan̄ eul lusen é doaré maḻur eur bugel.
10Va harzou em eûz lékéat war hé drô; dréfen ha dôriou em eûz lékéat d’ézhan̄;
11Hag em eûz lavaret: Bétég aman̄ éz î, ha n’az î két pelloc’h; hag aman̄ é torri stambouc’h da goummou.
12Ha té eo, abaoé ma oud ganet, éc’h eûz gourc’hémennet d’ar wérélaouen, hag éc’h eûz diskouézet hé léac’h da darz-ann-deiz?
13Ha té eo éc’h eûz kéméret ann douar dré hé harzou, éc’h eûz hé héjet, ha distolet diout-han̄ ar ré fallagr?
14Ann arouéz a vézô névezet ével prî, hag hî a choumô enn hé sâ ével eur zaé.
15Hô goulou a vézô tennet d’ar ré fallagr, hag hô bréac’h savet a vézô torret.
16Hag éat oud bété gwéled ar môr? Ha baléet éc’h eûz é traon̄ al loun̄k?
17Ha digoret eo bét d’id dôriou ar marô, ha gwélet éc’h eûz ar persier téval-zé?
18Ha séllet éc’h eûz pîz oud héd ann douar? Lavar d’in pép-trâ, ma anavézez anézhô.
19Péhini eo ann hen̄t a gâs d’ar goulou, ha péléac’h éma ann dévalien?
23Évit ma kasi pép-hini d’hé harzou, ma anavézez ann hen̄t ma kerzon̄t dré-z-han̄.(M). 21 Ha té a wié neûzé é tliez génel (M)? Ha té a anavézé niver da zeisiou? 22 Hag éat oud é ten̄zoriou ann erc’h? Ha gwélet éc’h eûz-té ten̄zoriou ar c’hazarc’h, 23 Em eûz aozet évid amzer ann énébour, évid deiz ann emgann hag ar brézel?
24Dre bé hen̄t é teû ar goulou, hag en em rann ar c’hrouéz war ann douar?
25Piou en deûz rôet réd d’ar glaô direiz, hag eunn treiz da drouz ar gurun,
26Évit ma c’hlavché war eunn douar n’eûz dén ébarz (M), enn eunn distrô, é péhini na choum dén é-béd?
27Évit ma leûnfé eur vrô fraost ha gwastet, ha ma lakajé da zével géot glâz?
28Piou eo tâd ar glaô? Ha piou en deûz gréat ar bannéou glîz?
29A gôv piou eo deûet ar skourn? Ha piou en deûz ganet ar réô a gouéz eûz ann én̄v?
30É doaré mein é teû ann douréier da galédi, ha gorré al loun̄k a zeû da véza stard.
31Ha té a hellô strolla holl stéred luc’huz ar Pléiadez, pé skiña trô Arkturus?
32Ha té eo a zigas stéréden ar min̄tin enn hé amzer, hag a laka da zével stéréden ar pardaez war vugalé ann douar?
33Ha té a anavez reiz ann én̄vou, hag a ziskouéz hô ners war ann douar?
34Ha té a zavô da vouéz er c’hoabr, ha gôlôet é vézi gan̄t hô douréier stan̄k?
35Ha té a gasô ar gurunou, hag éz ain̄t; hag hî a lavarô d’id pa zistrôin̄t: Chétu nî?
36Piou en deûz lékéat ar furnez é kaloun ann dén? Pé piou en deûz rôet ann anaoudégez d’ar c’hiḻek da gana (M)?
37Piou a zisplégô reiz ann én̄vou, ha piou a lakai da éhana hô unvaniez?
38Pa en em skiñé ar poultr war ann douar ha pa zeué ar moudennou d’en em galédi?
39Ha té a gémérô ar preiz évid al léonez, hag a dorrô naoun hé léonédigou,
40Pa in̄t gourvézet enn hô c’héviou, ha pa aozon̄t spiou enn hô mougéviou.
41Piou a rô hé boéd d’ar vrân, pa zô éat hé ré vihan diout-hi, ha pa garmon̄t oc’h Doué, ô véza n’hô deûz boéd é-béd (T)? ———— XXXIX. PENNAD. Bépréd é komz Doué out Job.