Levr Job 38:23
Évit ma kasi pép-hini d’hé harzou, ma anavézez ann hen̄t ma kerzon̄t dré-z-han̄.(M). 21 Ha té a wié neûzé é tliez génel (M)? Ha té a anavézé niver da zeisiou? 22 Hag éat oud é ten̄zoriou ann erc’h? Ha gwélet éc’h eûz-té ten̄zoriou ar c’hazarc’h, 23 Em eûz aozet évid amzer ann énébour, évid deiz ann emgann hag ar brézel?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Which I have reserved against the time of trouble, against the day of battle and war?
In Context
24Dre bé hen̄t é teû ar goulou, hag en em rann ar c’hrouéz war ann douar?
Cross References
Joshua 10:11Ha pa dec’hen̄t araok bugalé Israel, ha ma oan̄t é diskenn Bethoron, ann Aotrou a lékéaz da gouéza mein brâz eûz ann en̄v war-n-ézhô bétég Azéka: ha kalz mui anézhô a oé lazet gan̄d ar vein-zé é-doaré kazarc’h, égét gan̄t klézé bugalé Israel.
Job 36:31Ével-sé é varn ar boblou, hag é rô ar boéd da galz a dûd.
Ezekiel 13:11Lavar d’ar ré a lifr hep kemmesk, pénaoz é kouézô; râk don̄d a rai eur glaô dic’hlann, hag é kasinn mein brâz a vac’hô anezhi, hag eunn avel arnéuz hé diskarô.