Levr Yehoshoua 10:11
Ha pa dec’hen̄t araok bugalé Israel, ha ma oan̄t é diskenn Bethoron, ann Aotrou a lékéaz da gouéza mein brâz eûz ann en̄v war-n-ézhô bétég Azéka: ha kalz mui anézhô a oé lazet gan̄d ar vein-zé é-doaré kazarc’h, égét gan̄t klézé bugalé Israel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 5:20Stourmet eo bét out-hô eûz ann én̄v: ar stéred, ô choum enn hô reiz hag enn hô zrô, hô deûz stourmet out Sisara.
Job 38:23Évit ma kasi pép-hini d’hé harzou, ma anavézez ann hen̄t ma kerzon̄t dré-z-han̄.(M). 21 Ha té a wié neûzé é tliez génel (M)? Ha té a anavézé niver da zeisiou? 22 Hag éat oud é ten̄zoriou ann erc’h? Ha gwélet éc’h eûz-té ten̄zoriou ar c’hazarc’h, 23 Em eûz aozet évid amzer ann énébour, évid deiz ann emgann hag ar brézel?
Psalms 18:12Gan̄d ar skéd a zô dira-z-han̄ eo tréménet ar c’hoummoul, ar c’hazarc’h, hag ar glaou tân.
Psalms 77:17Ann douréier hô deûz gréat eunn trouz brâz; ar c’hoabr hô deûz rôet da glevout hô mouéz; da zaésiou a zô bét ivé laosket;