Levr Job 42:9
Élifaz, ann Témaniad, ha Baldad, ar Suhiad, ha Sofar, ann Naamatiad, a iéaz éta, hag a réaz ével m’en dôa ann Aotrou lavaret d’ézhô; hag ann Aotrou a zellaz gan̄t trugarez out Job.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 2:11Hôgen trî miñoun da Job ô véza klevet ann holl zroug a oa c’hoarvézet gan̄t- han̄, a zeûaz pep-hini eûz hé leac’h, Élifaz ann Témaniad, ha Baldad ar Sichiad, ha Safar ann Naamatiad. Râg en em glevet é oan̄t évit don̄t kévret d’hé wélout, ha d’hé zic’hlac’hari.
Job 22:30Ann dén dinam a vézô salvet, hôgen salvet é vézô, ô véza ma vézô bét glân hé zaouarn. ———— XXIII. PENNAD. Job a c’halv gan̄t vuelded barn Doué.
Job 42:8Kémérid éta seiz tarô, ha seiz tourz, hag ît da gavout va zervicher Job, ha kinnigit-hô évid-hoc’h é sakrifiz-losk; hôgen va zervicher Job a bedô evid-hoc’h: gan̄t trugarez é sellinn out-han̄, évit na vézô két tamallet d’é-hoc’h ann diboell-zé; râk n’hoc’h eûz két komzet dira-z-oun gan̄t reizded, ével va zervicher Job.
Ecclesiastes 9:7Kéa éta ha debr da vara gan̄d dudi, hag év da wîn gan̄t lévénez; râk da ôberiou a zô hétuz da Zoué.