Levr Job 42
1Ha Job a respoun̄taz d’ann Aotrou, hag a lavaraz:
2Mé a oar pénaoz é hellez pép-trâ, ha n’eûz ménoz é-béd kuzet d’id.
3Piou eo hen-nez, péhini a gûz ar c’huzul hép gwiziégez? Râk-sé em eûz komzet gan̄d diévézded, hag eûz a draou a oa kalz dreist va gwiziégez.
4Sélaou, hag é komzinn; mé a rai goulennou d’id, ha té, respoun̄t d’in.
5Gan̄t va skouarn em bôa da glevet, hôgen bréma az gwélann gan̄d va lagad.
6Râk-sé en em damallann va-unan, hag é rann pinijen er poultr hag el ludu.
7P’en dôé ann Aotrou komzet enn doaré-zé out Job, é lavaraz da Élifaz, ann Témaniad: Saved eo va frouden ouz-id, hag oud da zaou viñoun, ô véza n’hoc’h eûz két komzet dira-z-oun gan̄t reizded, ével va zervicher Job.
8Kémérid éta seiz tarô, ha seiz tourz, hag ît da gavout va zervicher Job, ha kinnigit-hô évid-hoc’h é sakrifiz-losk; hôgen va zervicher Job a bedô evid-hoc’h: gan̄t trugarez é sellinn out-han̄, évit na vézô két tamallet d’é-hoc’h ann diboell-zé; râk n’hoc’h eûz két komzet dira-z-oun gan̄t reizded, ével va zervicher Job.
9Élifaz, ann Témaniad, ha Baldad, ar Suhiad, ha Sofar, ann Naamatiad, a iéaz éta, hag a réaz ével m’en dôa ann Aotrou lavaret d’ézhô; hag ann Aotrou a zellaz gan̄t trugarez out Job.
10Ann Aotrou a zistrôaz ivé out pinijen Job, pa bédé hé-man̄ évid hé viñouned: hag ann Aotrou a zistolaz da Job ar péz en doâ ken̄t, daou-c’hémen̄d-all.
11Hôgen hé holl vreûdeûr, hag hé holl c’hoarézed, hag ar ré holl hô dôa hé anavézet ken̄t, a zeûaz d’hé gavout, hag a zebraz gan̄t-han̄ enn hé dî; hag hî a ziskouézaz ann truez hô dôa out-han̄, hag a zic’hlac’haraz anézhan̄ eûz ann holl zroug en dôa digaset Doué d’ézhan̄; hag hî a rôaz d’ézhan̄ péb a zan̄vad, ha péb a lagaden-skouarn aour.
12Ann Aotrou a vennigaz ivé Job enn hé stâd divéza muioc’h égéd enn hé stâd gen̄ta: râg hén̄ en dôe pévarzék mil dan̄vad, ha c’houec’h mil kan̄val, ha mil koubl éjenned, ha mil azénez.
13Béz’ eo dôé ivé seiz mâb, ha teir merc’h.
14Hag hén̄ a c’halvaz ann hini gen̄ta Deiz, hag ann eil Kasia, hag ann drédé Kornustibi.
15Râk na oé két kavet enn douar holl merc’hed ker kaer ha merc’hed Job: hag hô zâd a rôaz d’ézhô hô lôd enn hé zigwéz, ével d’hô breûdeûr.
16Hôgen Job a vévaz goudé-zé seiz-ugen̄t vloaz; hag hén̄ a wélaz hé vipien, ha mipien hé vipien bétég ar pévaré rumm; hag hén̄ a varvaz kôz-brâz ha leûn a zeisiou.