Levr Job 5:23
Hôgen unvaniez a vézô étré té ha mein ar parkéier, ha loéned ann douar a vézô hakask enn da gén̄ver.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
22Er man̄tr hag enn naounégez é c’hoarzi, ha n’az pezô kéd a aoun râk loéned ann douar.
24Té a wélô ar péoc’h dindân da delt, hag oc’h emwélout da dûd, na béc’hi két,
Cross References
Leviticus 26:6Ar péoc’h a rôinn enn hoc’h harzou; kouska a réot, ha na viot spountet gan̄d dén. Ar gwall loéned a bellainn diouz-hoc’h; ha klézé ann énébourien na dréménô két dré hoc’h harzou.
Isaiah 11:6Ar bleiz a choumô gan̄d ann oan: al léonpard a c’hourvézô gan̄d ar menn-gavr: al leûé, al léon hag ann dan̄vad a choumô kévret, hag eur bugélik hô bléniô.
Ezekiel 14:15Mar kasann er vrô-zé loéned férô évid hé gwasta; ha mar teû da véza dihen̄t, ô véza na drémen dén dré-z-hi enn abek d’al loéned:
Ezekiel 34:27Gwéz ar mésiou a rôi hô frouez, hag ann douar a rôi hé hégin, hag hî a vézô enn hô brô héb aoun; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô torret chadennou hô iéô, hag em bézô hô zennet eûz a zaouarn ar ré a vestrounié anézhô.
Hosea 2:18Ha mé a lakai da zével enn deiz-zé kévrédigez étré-z-hô ha loéned ar mesiou; hag evned ann en̄v, ha loéned-stlej ann douar: ar wareg, ar c’hlézé, hag ar brézel a vrévinn diwar ann douar: hag é likiinn anézhô da c’hourvéza héb aoun.