Levr Yehezkel 34:27
Gwéz ar mésiou a rôi hô frouez, hag ann douar a rôi hé hégin, hag hî a vézô enn hô brô héb aoun; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô torret chadennou hô iéô, hag em bézô hô zennet eûz a zaouarn ar ré a vestrounié anézhô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:6Ar péoc’h a rôinn enn hoc’h harzou; kouska a réot, ha na viot spountet gan̄d dén. Ar gwall loéned a bellainn diouz-hoc’h; ha klézé ann énébourien na dréménô két dré hoc’h harzou.
Job 5:23Hôgen unvaniez a vézô étré té ha mein ar parkéier, ha loéned ann douar a vézô hakask enn da gén̄ver.
Psalms 92:12Ann dén reiz a vleûn̄vô ével ar wézen-balmez; ével gwéz-sedr al Liban é kreskô hé niver.
Isaiah 4:2Enn deiz-zé, gwenn ann Aotrou a vézô uc’héléet hag énoret, ha frouez ann douar a vézô gorréet, hag ar ré a vézô bét dieûbet eûz a Israel a vézô laouénéet.»
Isaiah 10:27Chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé: Tennet é vézô hé véac’h diwar da ziskoaz, hag hé iéô diwar da c’houzouk, hag ar iéô-zé a vreinô gan̄d ann éôl.
Isaiah 35:1Pa glevaz ar roué Ézéc’hias kémen̄t-se, é rogaz hé ziḻad, é lékéaz eur sac’h war hé drô, hag éz éaz é tî ann Aotrou.