Levr Job 5
1Galv éta, ma éz eûz unan-bennâg hag a respoun̄tô d’id, ha trô oud unan-bennâg eûz ar zen̄t.
2Évit-gwir ar vuanégez a lâz ar ré ziboell, hag ann érez a lâz ar spérédou bihan.
3Gwélet em eûz ann dén diboell stard war hé c’hrisiou, ha râk-tâl em eûz milliget hé skéd.
4Hé vipien a vézô pelléet diouc’h hô dieûb, brévet é vézin̄t é-tâl ar porz, ha na vézô dén évid hô zenna alesé.
5Ann naounek a zebrô hé éd, ar brézéliad a skrapô anézhan̄, hag ar zéc’hédik a évô hé vadou.
6Nétrâ na c’hoarvez héb abek er béd, hag ar c’hloaz na zeû két eûz ann douar.
7Ann dén a zô ganet évit laboura, ével ann evn évit nija.
8Râk-sé é pédinn ann Aotrou, hag é komzinn oud Doué,
9Péhini a ra traou brâz ha dreist pép skian̄t, traou burzuduz ha dreist pép niver;
10Péhini a rô glaô war c’horré ann douar, hag a fenn ann douréier dré ar béd holl;
11Péhini a uc’héla ar ré a oa izéléet, hag a zic’hlac’har ar ré a oa enn doan;
12Péhini a gâs-da-gét ménosiou ar re fallagr, gan̄d aoun na helché hô daouarn peûr-ôber ar péz hô dôa déraouet;
13Péhini a douell ar ré fûr enn hô furnez hô-unan, hag a ziskar ménosiou ar ré fallagr.
14É-kreiz ann deiz é kavin̄t ann devalien, ha da grésteiz éz ain̄t a-dastourn ével da han̄ter-nôz.
15Hôgen Doué a zieûbô ann ézommek eûz a glézé hô génou, hag ar paour eûz a ziboell hô daouarn.
16Hag ann ézommek na vézô két dic’héd, hag ar fallagriez a zerrô hé génou.
17Gwenvidig eo ann dén a zô kastizet gan̄d Doué. Na zistol két éta kastiz ann Aotrou:
18Râg hén̄ eo a c’hlâz, hag hén̄ a wella; hen̄ eo a skô, hag hé zourn a iac’ha.
19Goudé c’houéac’h en̄krez é tieûbô ac’hanod, hag er seizved ann drouk n’az tizô két.
20Enn naounégez az tennô eûz ar marô, hag er brézel eûz a daol ar c’hlézé.
21Diouc’h gwalen ann téôd é vézi kuzet, ha mar teû ar reûz, n’az pézô két a aoun ra-z-han̄.
22Er man̄tr hag enn naounégez é c’hoarzi, ha n’az pezô kéd a aoun râk loéned ann douar.
23Hôgen unvaniez a vézô étré té ha mein ar parkéier, ha loéned ann douar a vézô hakask enn da gén̄ver.
24Té a wélô ar péoc’h dindân da delt, hag oc’h emwélout da dûd, na béc’hi két,
25Té a wélô ivé da wenn ô paotta, ha da nésted ô kreski ével géot ann douar.
26Leûn a vadou éz î er béz, ével eur bern éd a zô dastumet enn hé amzer.
27Chétu eo gwîr ar péz hon eûz lararet d’id: Sélaou-hén̄, hag én̄vor anézhan̄. ———— VI. PENNAD. Job a rébech d’hê viñouned ar gaou eûz hô zamall.