Levr Job 7
1Buez ann dén war ann douar a zô eur brézel peûr-bâduz; hag hé zeisiou ével deisiou eûr gôpraer.
2Ével ma ioul eûr sklav ann dishéol, hag ével ma c’héd ar gôpraer divez hé labour;
3Ével-sé em eûz bét misiou goullô, hag em eûz nivéret nôzvésiou poaniuz.
4Mar teûann da gouska, é lavarann: Peûr é savinn? Ha c’hoaz é c’hédann ar pardaez, hag é vézinn leûn a c’hlac’har bétég ann nôz.
5Va c’hîg a zô gôlôet a vreinadurez, ha gan̄d eur poultr louz; va c’hroc’hen a zô dizec’het ha roufennet.
6Va deisiou a zô tréménet buanoc’h égéd ann neûden a drouc’h ar gwiader el lien; hag hi a zô éat é-biou hép géd é-béd.
7Az péz koun pénaoz va buez n’eo néméd eur c’houézaden, ha pénaoz na zistrôi ket va lagad d’ar mâd hiviziken.
8Al lagad en deûz va gwélet, n’am gwélô mui: da zaoulagad a zô deûet war-n-oun, ha na vézinn mui.
9Ével ma trémen eur goabren ha ma’z â da-gét; ével-sé néb a ziskennô er béz na biñô mui.
10Na zistrôiô mui d’hé di, ha né vézô mui anavézet el léach ma’z édô. (T).
11Râk-sé na davinn két va génou, komza a rinn é glac’har va spéred; prézégi a rinn é c’houervder va éné.
12Hag eur môr ounn-mé, pé eur môr-varc’h, ma éc’h eûz va zerret enn eur vac’h?
13Ma lavarann: Va gwélé am zic’hlac’harô, hag ô komza enn-oun va-unan é tiskuizinn war ar fléd:
14Té a spoun̄tô ac’hanoun gan̄d huvréou, hag a strafiḻô ac’hanoun gan̄t gwélédigésiou heûzuz.
15Râk-sé é vé gwella ar moug gan̄t va spéred, hag ar marô gan̄t va eskern.
16Na c’hédann mui béva hiviziken: az péz truez ouz-in, râg ével nétrâ eo va deisiou.
17Pétrâ eo ann dén, évit ma teûfez d’hé uc’hélaat? Ha pérâg é lékéez-té da galoun war-n-ézhan̄?
18Don̄t a réz d’hé gavout diouc’h ar min̄tin (T), ha râk-tâl ec’h arnodez anézhan̄:
19Bété pégeit na esperni-dé két ac’hanoun, ha n’am lézi-dé két da loun̄ka va halan?
20Péc’het em eûz, pétrâ a rinn-me enn da gén̄ver, ô mirer ann dûd? Pérâg éc’h eûs-té va lékéat da énébour d’id, hag ounn-mé deûet da véza eur béac’h d’in va-unan?
21Pérâk na dennez-té két va féc’hed, ha pérâk na lamez-té két va fallagriéz? Chétu abars néheût é kouskinn er poultr; ha mar klaskez ac’hanoun diouc’h ar beûré, na vézinn mui. ———— VIII. PENNAD. Baldad a damall Job, hag a ziskouéz d’ézhan̄ hé c’hlac’har da gastiz.