Levr Job 7:20
Péc’het em eûz, pétrâ a rinn-me enn da gén̄ver, ô mirer ann dûd? Pérâg éc’h eûs-té va lékéat da énébour d’id, hag ounn-mé deûet da véza eur béac’h d’in va-unan?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
19Bété pégeit na esperni-dé két ac’hanoun, ha n’am lézi-dé két da loun̄ka va halan?
Cross References
Job 3:24Abarz ma tebrann éc’h huanadann: ha va garmou a zô ével douréier dic’hlannet:
Job 7:11Râk-sé na davinn két va génou, komza a rinn é glac’har va spéred; prézégi a rinn é c’houervder va éné.
Job 10:2Mé a lavarô da Zoué: Na damall két ac’hanoun; rô da anaout d’in pérâg é varnez ac’hanoun ével-sé?
Job 13:26Râk traou c’houérô a skrivez em énep, hag é fell d’id va bévézi enn abek da béc’héjou va iaouan̄ktiz.
Job 16:12Va zerret en deûz Doué dindan galloud ann hini direiz; va lékéat en deûz étré daouarn ar re fallagr.
Job 31:33Ma em eûz kuzet va féc’hed ével eunn dén, ha ma em eûz kuzet em c’hreiz va fallagriez: