Levr Job 7:21
Pérâk na dennez-té két va féc’hed, ha pérâk na lamez-té két va fallagriéz? Chétu abars néheût é kouskinn er poultr; ha mar klaskez ac’hanoun diouc’h ar beûré, na vézinn mui. ———— VIII. PENNAD. Baldad a damall Job, hag a ziskouéz d’ézhan̄ hé c’hlac’har da gastiz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 24:10Hôgen goudé ma oé nivéret ar bobl, é oé skôet é kaloun David, hag hén̄ a lavaraz d’ann Aotrou: Gwall béc’het em eûz é kémen̄t-sé; hôgen da bédi a rann, Aotrou, ma tenni ar fallagriez diwar da zervicher, ô véza ma em eûz hé gréat enn eunn doaré diskian̄t-brâz.
Job 7:8Al lagad en deûz va gwélet, n’am gwélô mui: da zaoulagad a zô deûet war-n-oun, ha na vézinn mui.
Job 10:14Ma em eûz péc’het, ha ma éc’h eûz va espernet kerken̄t, pérâk na fell két d’id é venn bréma glanet eûz va fallagriez?
Job 14:10Hôgen ann dén pa eo marô, pa eo digiget ha bévézet, pé léac’h éma, mé az péd?
Job 20:8Ével eunn huvré skân̄, na vézô mui kavet; tréménoud a rai ével eur wélédigez nôz.
Psalms 37:36Ha tréménet, ounn, ha chétu né oa mui; hag hé glasket em eûz, ha n’em eûz két kavet al léac’h ma’z oa enn-han̄.