Levr Job 9:17
Râg hén̄ a vrévô ac’hanoun gan̄d eur gourven̄ten, hag é kreskô va gouliou hép ma wézinn zô-kén ann abek.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
For he breaketh me with a tempest, and multiplieth my wounds without cause.
In Context
16Ha pa en défé sélaouet out va féden, na grédfenn két en défé klevet va mouéz.
18N’am lez két da denna va alan; ha va c’harga a ra a c’houervder.
Cross References
Job 2:3Hag ann Aotrou a lavaraz da Zatan: Ha n’éc’h eûz-té két sellet out Job va servicher, out péhini n’eûz dén é-béd hén̄vel war ann douar, dén eeun, ha reiz, hag a zouj Doué, hag a dec’h diouc’h ann drouk, hag a zô c’hoaz dinam, pétrâ bennâg ma éc’h eûz va lékéat da zével enn hé énep, ha da c’hlac’hari anézhan̄ enn-aner.
Job 2:13Hag hî a choumaz azézet gan̄t-han̄ war ann douar a-héd seiz dervez ha seiz nôzvez, hag hini na lavaré gér out-han̄: Râg hî a wélé pénaoz hé c’hlac’har a oa brâz-meûrbed. ———— III. PENNAD. Job a villig ann deiz é péhini eo bét ganet.
Job 16:12Va zerret en deûz Doué dindan galloud ann hini direiz; va lékéat en deûz étré daouarn ar re fallagr.
Job 16:17Va dremm a zô koenvet gan̄d ann daérou, ha kroc’hen va daoulagad a zô enn dévalien.
Job 30:22Va uc’héléet éc’h eûz, ha goudé béza va zavet dreist ann avel, éc’h eûz va brévet.
Job 34:6Râg é gaou ounn bét barnet; gan̄t gwall zaésiou ounn bét toullet hép ma em eûz péc’het.