Levr Job 9:34
Ra dennô he walen diwar-n-oun, ha na zeûet két hé spoun̄t da ôber heûz d’in.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Let him take his rod away from me, and let not his fear terrify me:
In Context
33N’eûz hini a gémen̄t a helché hon tamallout hon-daou, ha lakaad hé zourn étré-z-omp.
Cross References
Job 13:11Kerken̄t ha ma fin̄vô, é saouzanô ac’hanoc’h, hag ar spoun̄t anézhan̄ en em daolô war-n-hoc’h.
Job 23:15Râk-sé eo ounn strafiḻet dira-z-han̄, ha pa zellann out-han̄, ounn spoun̄tet-brâz.
Job 31:23Râk bépréd em eûz doujet Doué ével koummou savet a-ûz d’in, ha n’em eûz két gellet gouzan̄vi hé boéz.
Job 37:1Râk-sé é krén va c’haloun, hag é tilamm eûz hé léac’h.
Psalms 39:11Fatet ounn bét dindân ners da zourn, pa éc’h eûz va zamallet: enn abek d’hé fallagriez éc’h eûz kastizet ann dén, ha lékéat éc’h eûz hé éné da zizec’ha ével eur gefniden: évit-gwîr enn-aner eo en em nec’h pép dén.