Levr Yona 1:14
Hag hî a c’harmaz étrézeg ann Aotrou, hag a lavaraz: Da bédi a réomp, Aotrou, na golli két ac’hanomp enn abek da varô ann dén-man̄, ha na daol két war-n-omp ar goad dinam: râk té, Aotrou, éc’h eûz gréat ével ma eo bét fellet d’id.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Neûzé é kémerchon̄t Jonas, hag hen taolchon̄t er môr: ha frouden ar môr a zioulaaz.
Cross References
Psalms 107:28Neûzé hô deûz garmet étrézég ann Aotrou enn hô en̄krez; hag hén̄ en deûz hô zennet eûz hô foaniou.
Psalms 135:6Lavaret em eûz d’ann Aotrou: Té eo va Doué; sélaou, Aotrou, mouéz va féden.
Daniel 4:34Bréma éta, mé Nabukodonosor, a veûl, a c’horré, hag a énor roué ann én̄v; ô véza ma eo gwirion hé holl ôberiou, ma eo reiz hé hen̄chou, ha ma hell da vuéla ar ré a gerz er balc’hder. ———— V. PENNAD Baltassar a wél eunn dourn a skriv war ar vôger.
Jonah 1:16Hag ann dûd-zé a zoujaz ann Aotrou gan̄d eunn douj brâz: hag hî a gennigaz hostivou d’ann Aotrou, hag a réaz gwestlou d’ézhan̄. ———— II. PENNAD Eur pésk brâz a loun̄k Jonas.