The Bible Software
Levr Yona · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yona 1

1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 259-261) ◄ Levr Abdias. Levr Jonas. Levr Michéas. ► LEVR JONAS. ———— I. PENNAD Jonas a zô taolet er môr évit sioula eur var-amzer. 1 Gér ann Aotrou a zeûaz da Jonas mâb Amati, ô lavarout:

2Saô, ha kéa da Niniva ar géar vrâz, ha prézeg enn-hi: râg hé drougiez a zô piñet dira-z-oun.

3Ha Jonas a zavaz, évit tec’hout da Darsia a zirâg ann Aotrou: hag hén̄ a ziskennaz da Joppé, hag a gavaz eul léstr a iéa da Darsis: hag hén̄ a baéaz ar bréou, hag a iéaz el léstr, évit mon̄t gan̄t-hô da Darsis a zirâg ann Aotrou.

4Hôgen ann Aotrou a gasaz eunn avel vrâz war ar môr: hag eur gwall var-amzer a zavaz war ar mÔr, hag al lestr a oe daré da véza brévet.

5Hag ar verdéidi hô doé aoun, ha pép-hini a c’harmaz étrézég hé zoué: hag hî a daolaz er môr ann annezou a oa el léstr, évid hé skan̄vaat: hôgen Jonas a ziskennaz é gwéled al léstr, hag a gouské énô mîk.

6Hag al lévier a dôstaaz out-han̄, hag a lavaraz d’ézhan̄: Pénaoz é hellez-té kouska? Saô, galv da Zoué; martézé en dévézô ann Doué-zé koun ac’hanomp, ha na vézimp két kollet.

7Hag ann eil a lavaraz d’égilé: Deûit, ha taolomp d’ar sort, évit ma wezimp enn abek da biou é teû ar reûz-zé d’é-omp. Hag hî a daolaz d’ar sort: hag ar sort a gouézaz war Jonas.

8Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Desk d’é-omp a bé abek é teû ar reûz-zé d’é-omp: Pétra eo da vicher? Péléac’h éma da vrô? péléac’h éz éz? a be bobl oud-dé?

9Hag hén̄ a lavaraz d’ézho: Hébréad ounn, hag é toujann ann Aotrou Doué ann én̄v, péhini en deûz gréat ar môr hag ar séac’h.

10Hag ann dûd-zé a oé spoun̄tet-brâz, hag a lavaraz d’ézhan̄. Pérâg éc’h eûz-té gréat ann dra-zé? (Râg ann dûd-zé a wié pénaoz é tec’hé a zirâg ann Aotrou, ô véza m’en doa hé lavaret d’ézhô).

11Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Pétrâ a raimp-ni d’id, évit ma teûi sioul ar môr d’é-omp? Râk diboella a réa ar môr, mui-oc’h-vui.

12Hag hén̄ a lararaz d’ézhô: Kémérit ac’hanoun, ha va zaolit er môr, hag é teûi sioul ar môr d’é-hoc’h: râk mé a oar pénaoz eo enn abek d’in eo kouézet ar gwall var-amzer-zé war-n-hoc’h.

13Hôgen ar verdéidi a roén̄vié évid distrei étrézég ann douar, ha na hellen̄t két; râk diboella a réa ar môr mui-oc’h-vui out-hô.

14Hag hî a c’harmaz étrézeg ann Aotrou, hag a lavaraz: Da bédi a réomp, Aotrou, na golli két ac’hanomp enn abek da varô ann dén-man̄, ha na daol két war-n-omp ar goad dinam: râk té, Aotrou, éc’h eûz gréat ével ma eo bét fellet d’id.

15Neûzé é kémerchon̄t Jonas, hag hen taolchon̄t er môr: ha frouden ar môr a zioulaaz.

16Hag ann dûd-zé a zoujaz ann Aotrou gan̄d eunn douj brâz: hag hî a gennigaz hostivou d’ann Aotrou, hag a réaz gwestlou d’ézhan̄. ———— II. PENNAD Eur pésk brâz a loun̄k Jonas.

← Levr Ovadia 1Read In The App, Free →Levr Yona 2 →

Study Levr Yona 1

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234