Levr Yona 3:10
Ha Doué a wélaz hô ôberiou, ha pénaoz é oan̄t distroet diouc’h hô gwall hen̄t: ha Doué en doé truez out-hô, ha na gasaz két war-n-ézhô ann drouk en doa lavaret é kasché. ———— IV. PENNAD Glac’haret eo Jonas ô véza n’eo két sévénet hé ziougan.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 33:27Selloud a rai oud ann dûd, hag é lavarô: Péc’het em eûz, gwall-c’hréat em eûz évit-gwir, ha n’ounn két bét kastizet ével ma tellézenn béza.
Jeremiah 18:7Bévézi a rinn el léac’h-man̄ Kuzul Juda ha Jéruzalem, ha mé hô dispennô gan̄d ar c’hlézé dirâg hô énébourien, ha gan̄d dourn ar ré a glaskô hô buez: hag é rôinn hô c’horfou-marô da voéd da evned ann éñv, ha da loéned ann douar.
Jeremiah 31:18Té a râ trugarez é-kén̄ver meur a vîl, hag a zistol fallagriez ann tadou é askré ho bugalé hô goudé. Té a zô kré, brâz ha galloudek: Aotrou ann arméou eo da hanô.
Amos 7:3Hag ann Aotrou a réaz trugarez war gémen̄t-sé: Na vézô két kémen̄t-sé, émé ann Aotrou.
Jonah 4:2Hag hén̄ a bédaz ann Aotrou, hag a lavaraz: Ha né oa két énô va lavar, mé az péd, Aotrou, pa édounn c’hoaz em brô? Ar râg-gwél eûz a gémen̄t-sé eo en deûz va lékéat da dec’hout étrézé Tarsis; râk mé a oar pénaoz éz oud eunn Doué hégarad ha trugarek, habask ha leûn a vadélez, ha daré da zistaoli ann drougiez.