The Bible Software
Levr Yona · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yona 3

1Ha gér ann Aotrou a zeûaz eunn eil wéach da Jonas, ô lavarout:

2Saô, ha kéa da Niniva ar géar vrâz, ha prézég enn-hi ar brézégen a livirinn d’id.

3Ha Jonas a zavaz, hag a iéaz da Niniva hervez gér ann Aotrou: Niniva a ioa eur géar vrâz eûz a dri dervez a hen̄t.

4Ha Jonas a zérouaz mon̄d dré géar a-héd eunn dervez: hag hén̄ a c’harmaz, hag a lavaraz: C’hoaz daou-ugen̄t dervez, ha Niniva a vézô kaset-da-gét.

5Ann Ninivited a grédaz é Doué: hag hî a embannaz eur iun, hag a wiskaz seier, adaleg ar brasa bétég ar bihana.

6Ar c’helou-zé a zeûaz da roué Niniva; hag hen̄ a zavaz diouc’h hé drôn, hag a ziwiskaz hé zaé roué, hag a wiskaz eur zac’h, hag a azézaz war al ludu.

7Hag hén̄ a lékéaz da embanna é Niniva, dré c’hourc’hémenn ar roué hag he brin̄sed, ô lavarout: Nag ann dûd, nag ar c’hézek, nag ann éjenned, nag ann dén̄ved na dan̄ven̄t nétra: na beûren̄t két, ha na éven̄t két a zour.

8Ra vézô ann dûd hag al loéned gôlôet a zeier, ha ra c’harmin̄t kréva ma hellin̄t étrézég ann Aotrou: ra zistrôi pép-hini eûz hé wall hen̄t, hag eûz ar fallagriez a zô enn hé zaouarn.

9Piou a oar ma na drôi két Doué ouz-omp, ha ma n’en dévézô két a druez ouz-omp, ma na habaskai két hé frouden hag hé vuanégez, ha na vézimp két kollet?

10Ha Doué a wélaz hô ôberiou, ha pénaoz é oan̄t distroet diouc’h hô gwall hen̄t: ha Doué en doé truez out-hô, ha na gasaz két war-n-ézhô ann drouk en doa lavaret é kasché. ———— IV. PENNAD Glac’haret eo Jonas ô véza n’eo két sévénet hé ziougan.

← Levr Yona 2Read In The App, Free →Levr Yona 4 →

Study Levr Yona 3

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234